Eleonora di Garzia di Toledo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 5:
 
==He buhez==
Ganet e oa e lez Firenze e miz Meurzh 1553. Merc'h e oa d'an dug [[García Álvarez de Toledo y Osorio]], pevare markiz Villafranca del Bierzo, Dug Fernandina, ha da Vittoria di [[Ascanio Iañ Colonna (di Paliano)|Ascanio Colonna]]. Deuet e oa he zad da Firenze da-heul e c'hoar,[[Eleonora di Toledo]], pa zimezas d'an dug [[Cosimo Iañ de' Medici]], ha karget e oa he zad d'ober war-dro kestell Valdichiana en trowardroioù. Mervel a reas he mamm Vittoria Colonna un toullad mizioù goude genel he merc'h, a voe savet neuze gant he moereb Eleonora, dugez Firenze, e lez an dug-meur.
<!--
Eleonora and Cosimo raised her lovingly at the Medici court, where she remained for the rest of her life, in effect a menina—a girl groomed for a life at court, in the Spanish tradition of courtly fostering.[7]
Linenn 11:
 
-->
Da 15 vloaz e voe dimezet da [[Pietro de' Medici]], kenderv dezhi, ur mab da [[Cosimo Iañ de' Medici]] hag [[Eleonora di Toledo]], un den feuls anezhañ, [[gastaouer]], daou vastard dezhañ e Spagn ma oa bet kaset da gannad.
 
Mignonez e oa d'he c'heniterv [[Isabella de' Medici]], ur goantenn eus ar speredekañ evelti. Evel Isabella e reas ur gwall zimeziñ, hag evelti he devoa [[serc'heg]]ed.<br />