Pedro Calderón de la Barca : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ay:Pedro Calderón de la Barca
Linenn 23:
'''Pedro Calderón de la Barca y Barreda González de Henao Ruiz de Blasco y Riaño''' anvet aliesoc´h '''Pedro Calderón de la Barca''' (17 Genver 1600 ; 25 Mae 1681), a oa bet soudard, ha goude beleg katolik, skrivagner, barzh ha dramaour da Varevezh Alaouret Spagn. Ganet e oa bet pa oa bet termenet c´hoariva ar c´houlz-se gant [[Lope de Vega]], ha diorren a reas anezhañ diwezhatoc´h, ma vez gwelet e oberennevel ar pep gwellañ eus c´hoariva [[barok]] Spagn. Setu ma seller outañ evel unan eus gwellañ dramaourien Spagn, hag eus ar bed a-bezh zoken.
 
== E vuhez ==
Ganet e voe Calderón e [[Madrid]]. E vamm, hag a oa a orin flandrezat, a varvas e 1610; e dad, un [[Hidalgo (noblañs)]] a orin eus Kantabria hag a oa bet sekretour an teñzor, a varvas e 1615. Kelennet e voe Calderón e Kevredigezh ar Jezuited e [[Madrid]], e-sell mont da veleg; met studiañ a reas ar gwir e skol-veur [[Salamanca]].
 
Linenn 36:
Nebeut anavezet eo e vuhez er bloavezhioù diwezhañ. E vreur Diego Calderón a varvas e 1647. Ganet e voe ur mab, Pedro José, da gCalderón ha d'ur vaouez dianav etre 1647 ha 1649; ar vamm a varvas nebeut da c'houde. Lakaat a reas Calderón e vab da eveshaat e niz, José, mab d'e vreur Diego. Beleget e voe Calderón e 1651, ha labourat a reas e [[San Salvador]] e Madrid. War a seblant e tivizas paouez da skrivañ pezhioù-c'hoari evit ar c'hoarivaoù kenwerzhel.
 
== Un nebeud oberennoù ==
Troet ez eus bet daou bezh-c´hoari diwar zorn Calderón gant Youenn Drezen: 'Ar vuhez a zo un huñvre', hag 'Aotrou Maer Zalamea'.
 
* El médico de su honra
* [[La vida es sueño]] (Ar vuhez a zo un huñvre)
* El Alcalde de Zalamea (Aotrou Maer Zalamea)
* La Dama duende
* Casa con dos puertas
* El Mágico prodigioso
* La Devoción de la Cruz
* El Gran Teatro del mundo
* El Gran Mercado del mundo
* El Pintor de su deshonra
* El Prodigio de Alemania
 
== El lennegezh a-vremañ ==
Kavet e vez Pedro Calderón er romant eus 1998 skrivet gant [[Arturo Perez-Reverte]], El sol de Breda. Hervez ar skrivagner en doa servijet ar barzh e arme Spagn e Flandrez.
 
Linenn 63:
[[ay:Pedro Calderón de la Barca]]
[[be-x-old:Пэдра Кальдэрон дэ ля Барка]]
[[bg:Педро Калдерон де ла Барка]]
[[bs:Pedro Calderón de la Barca]]
[[ca:Pedro Calderón de la Barca]]