Istor Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 111:
D’an 19 a viz Ebrel 1941, e Vichy, e sinas ar [[Marichal Pétain]] ul lezenn evit strollañ an departamantoù e rannvroioù. Daoust ma talvezas an anv « Breizh » da sevel anv ar rannvro nevez-se e tivizas kabined ar [[Marichal Pétain]] dispartiañ al Liger-Izelañ diouzh rannvro Breizh. Ar [[jeneral de Gaulle]] a sinas un devredad damheñvel d’an 10 a viz Genver 1944.
 
Gant gouarnamant [[Edgar Faure]] e voe krouet ar rannvroioù programm e [[1956]] hag adkrouet e voe [[Rannvro Breizh]]. Krouet eo bet ar [[rannvro velestradurel]] nevez-se hep derc’hel kont eus an istor. [[Rannvro Breizh]], evel ma reer anezhi, zo enni pevar departamant. Al [[Liger-Atlantel]] zo deuet da vezañ unan ar pemp departamant zo er rannvro [[Broioù-al-Liger]]. Gant al lezenn rannvroelaat bet sinet e [[1972]] e voe gwiriekaet an disparti, petra bennak ma oa a-enep Kuzul-departamant al Liger-Atlantel. Da-heul e vouezhias ar C’huzul-departamant meur a wech (a-unvouezh) evit adstagañ al Liger-Atlantel ouzh rannvro Breizh. Mouezhiadegoù peurheñvel a voe aozet gant Kuzul-rannvro Breizh ivez. Ar [[Kuzul-Stad (Frañs)|C’huzul-Stad]] a sav bepred a-enep groñs an adstagadur. Kenderc’hel a reer da zivizout er mare-mañ evit adstagañ al Liger-Atlantel ouzh Rannvro Breizh. A-du emañ Breizhiz, war a seblant, gant ar mennozh-se (Diskouez a ra anat disoc’h ar sontadegoù o deus c’hoant etre 60 ha 74 % eus an dud zo o chom el Liger-Atlantel e vefe adstaget o departamant ouzh rannvro Breizh). Ne oa ket bet kement-se a dud o kemer perzh er manifestagoù aozet e Naoned, daoust ma oa bet galvet tud ar pemp departamant d’en ober. <!-- Eus Naoned ne oa ket ar braz eus an dud o vanifestiñ --> Gant ar gouarnamant [[Raffarin]] ez eus bet lakaet da vouezhiañ ul lezenn evit aozañ referemdomoù lec’hel. Tu a vefe neuze da unaniñ ar vro bremañ. Evit kas an teuliad da benn e ranker seveniñ divizoù melestradurel pe lezennel zo (da skouer, aozañ ur vouezhiadeg war-eeun gant Holl Vreizhiz ha diouzh an disoc’h adtermeniñ an tiriad en e bezh, e-touez traoù all). Prezidanted an daou guzul-rannvro ha prezidant kuzul-departamant al Liger-Atlantel hepken a c’hall divizout reiñ lañs da adaozañ ar rannvro.
 
Ar pezh a anver "[[Emsav]]" a ra dave da istor Breizh o stourm evit ma vo muioc'h a frankiz gant ar Vretoned, evel m'o deus bet c'hoazh en o istor a-gent.