'''Girolamo Savonarola''', ganet d'an [[21 Gwengolo|21 a viz Gwengolo]] [[1452]] barnet d'ar marv ha devet war ur bern keuneud, d'an [[23 a viz Mae]] [[1498]], oa ur manac'h [[dominikan]] hag ur prezegenner italian a renas e [[Firenze]] adalek [[1494]] betek [[1498]].<br />
Anavezet ivez gant an anv Hironymus Savonarola, brudet eo evit e adreizhadurioù relijiel aozet a-enep spered an [[Azginivelezh]]. Aozañ a reas "keuneudeg ar fougeoù" e lec'h ma voe distrujet ur bern oberennoù arzel. Tagañ a reas kalz breinadur buhezegezh an Iliz hag ar gloer. ArDiwar ar mennozioù-mañ ae weler reontanezhañ deoutañevel un araoger eus d'an adreizhadurioù protestant, memesgoude ma z'eochomas chomet ur c'hatolikkatolik roman a-hed e vuhez. Lidoù<br /> Bepred e vez aozetlidoù bepred en e enor e [[Firenze]].
==Yaouankiz==
Abred kennañkenañ, Savonarola a voe dedennet gant ar c'hudennadurioù hag ar brederioù relijiel en ur studiañ ar [[Bibl]] hag oberenn [[Aristoteles]]. Studiañ a reas e skol-veur Ferrare e lec'h ma dapas un diplom a ziwar-benn an arzoù. Endeo e c'heller santout e sav-poentoù enepkloer e-barzh ur barzhoneg, anvet ''De Ruina Mundi'', a skrivas pa oa 20 bloaz. An destenn a zo diwar-benn distujañ ar bed. Er memes prantad, e dibabas mont war zu ur vuhez speredel, hag e varzhoneg De Ruina Ecclesia (skrivet e 1475) a ziskouez an dismegañs en eus war ar gloer roman. Termeniñ a ra ar rummad-mañ evel "ur [[gast|c'hast]] lorc'hus ha gaouiat". E [[1475]], e deuas da vezañ [[dominikan]] ha mont a reas da vanati Sant Dominique eus [[Bologne]]. Kregiñ a reas da studiañ an [[doueoniezh]] (skol-veur [[Bologne]] a oa unan eus ar re wellañ er maread-mañ), goude mont a reas e manati [[Santez Maria-an-aheled]], ha diwezhatoc'h, e [[1482]] e voe kaset da [[Firenze]] gant e urzh manac'hel. D'ar mare-se, e veze rebechet da Savonarola non-paz bezañ ur brezegenner hag ur c'homzer mat. Ar pezh a c'hellfe bezañ gwir peogwir ne en em lakas ket war-wel a-rak ar bloavezhioù [[1480]]. Ouzhpenn da-se n'eo ket bet remerket pa z'eas kuit eus ar ger italian evit distreiñ da [[Bologne|Vologne]]. Aze e grogas da gelenn ha dont a reas da vezañ mestr war ar studioù. E [[1490]], [[Giovanni Pico della Mirandola]] a c'houlennas dezhañ distreiñ da Firenze, e lec'h ma Savonarola a deuas da vezañ e gofesour.