Euskadi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.5.1) (Robot ouzhpennet: sh:Baskija
D Robot ouzhpennet: sc:Paisu Bascu (Euskal Herria); Kemm dister
Linenn 1:
[[Skeudenn:Euskal Herria Europa.png|thumb|Setu pelec'h emañ Euskal Herria en Europa.]]
[[Skeudenn:Euskal Herriko herrialdeen mapa.svg|thumb|7 proviñs Euskal Herria. E roz e weler teir froviñs a ya d'ober '''[[Kumuniezh Emren Euskadi]]'''. ]]
[[Skeudenn:Flag of the Basque Country.svg|thumb|An [[Ikurriña]], banniel ofisiel '''Kumuniezh emren Euskadi''', a zo ivez hini [[Euskal Herria]].]]
 
'''Euskadi''' (anv [[euskarek]] distaget ''e-ouch-ka-di''), gwechall [[Euzkadi]], a vez lavaret alies e brezhoneg eus [[Euskal Herria]], met n'eo ket tre evel-se e vez implijet er vro end-eeun pa'z eo un anv distaolet muioc'h-mui nemet en e ster strishañ.
 
== Sterioù ==
 
Tri implij a c'haller gwelout:
# '''Euskadi''', pe gentoc'h [[Euzkadi]] hervez doare-skrivañ an amzer, a zo un anv savet e dibenn an XIXvet kantved ha roet d'ar vro a zo [[Euskal Herria]] bremañ e yezh an dud;
# '''Euskadi''', pe '''Euzkadi''', a oa an teir froviñs, [[Bizkaia]], [[Araba]], [[Gipuzkoa]], a oa unanet dindan anv '''gouarnamant Euzkadi''' betek trec'h armeoù Franco e [[Brezel Spagn]],
# ''Euskadi'' eo an anv roet hiziv da '''[[Kumuniezh Emren Euskadi]]''', da lavarout eo n'emañ ket e-barzh
* na [[Kumuniezh Forel Nafarroa]], ''Nafarroako Foru Erkidegoa'' en euskareg, ur broviñs hepken, distag hag emren,
* nag '''Ipar Euskal Herria''' pe aliesoc'h '''[[Iparralde]]''', a zo al lodenn norzh, hag a zo e dalc'h [[Bro-C'hall]]), e kornôg departamant ar [[Pireneoù-Atlantel]]. Enni emañ an teir froviñs-mañ : [[Lapurdi]], [[Nafarroa Beherea]], [[Zuberoa]].
 
== Istor an anv ==
'''''Euzkadi''''' a zo ur ger bet savet e dibenn an {{XIXvet kantved}}, e [[1896]], gant [[Sabino Arana Goiri]]. Un anvadur politikel a zo anezhañ, troet eo bet gant “broad Vask” pe “Stad Vask”. Brudet eo bet an anv-se, hag anavezet-mat eo dre ar bed a-bezh. Hiziv an deiz avat, er vro end-eeun, ne dalvez Euskadi mui-ouzh-mui nemet evit ar Gumuniezh emren (3 froviñs hepken). Graet e vez gant '''''Euskal Herria''''' evit ober anv eus ar vro a-bezh (ar 7 proviñs). ''Herri'' a dalvez “bro”, ''[[a]]'' zo ur ger-mell, hag ''Euskal'' a dalvez “Bask” (adkavout a reer er ger ''euskal'' ar memes gwrizienn hag en ''euskara'', anv ar yezh, an [[euskareg]]),
[[EH]] eo ar berradur evel ma c’haller gwelet ouzh penn a-dreñv ar c’hirri-tan.
Linenn 34:
[[Rummad:Euskal Herria]]
[[Rummad:Euskadi]]
 
 
{{Liamm PuB|eu}}
Linenn 86 ⟶ 85:
[[pt:País Basco]]
[[ru:Баскские земли]]
[[sc:Paisu Bascu (Euskal Herria)]]
[[scn:Euskal Herria]]
[[sco:Basque Kintra (greater region)]]