Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/Gouere : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : dehou|210px|Ar ganol, etre [[Blaen ha Gwenred e Bro-Naoned.]] Ar '''ganol eus Naoned da Vrest''' (pe '''Kanol Naoned-Brest''') zo ur [[Kanol (...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 25 Mez 2011 da 16:09

Ar ganol, etre Blaen ha Gwenred e Bro-Naoned.
Ar ganol, etre Blaen ha Gwenred e Bro-Naoned.

Ar ganol eus Naoned da Vrest (pe Kanol Naoned-Brest) zo ur ganol zo bet kleuziet e Breizh evit aozañ monedone ar bigi ha kobiri etre kêrioù Naoned ha Brest, dre ziabarzh an douaroù. Kleuziet e oa bet en XIXvet kantved hag en em astenn a ra a-hed 364 km, gant 238 skluz etre an daou benn.

Ken abred hag er XVIvet kantved e oa bet soñjet kleuziañ un hevelep kanol. Met n’eo nemet dindan ren an impalaer Napoleon Iañ, pa oa listri Breizh-Veur o lakaat blokus war aodoù Breizh, e voe roet lañs dezhañ da vat, evit kaout ul liamm diriskl etre porzhioù bras Brest ha Naoned. Karget e voe an ijinour Guy Bouessel da studiañ ar raktres e 1803. Kroget e voe da gleuziañ adalek 1811, gant peizanted eus ar vro ha dreist-holl gant galeourien ha prizonidi brezel. Digoret e voe ar ganol en ur mod ofisiel gant Napoleon III e 1858, met kroget e oa bet da vageal warni kerkent ha 1842. E-pad meur a zekvloaz e talvezas ar ganol da gas marc’hadourezh e diabarzh Breizh. Tamm-ha-tamm avat e voe graet muioc’h gant an hentoù nevez-savet e-kreiz ar vro ha gant an hentoù-houarn evit kas ar varc’hadourezh-se ha nebeutoc’h gant kobiri ar ganol.

Pa voe savet stankell dredan Gwerledan er bloavezhioù 1920 e voe troc’het ar ganol e div lodenn ha ne c’halled ken bageal ken etre Mêl-Karaez ha Pondi. Gant al lenn savet e Gwerledan, gant ar stankell, e voe beuzet 8 km eus ar ganol ha 17 skluz. (muioc'h...)