Kanol Naoned-Brest : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
kempenn
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
 
== Istor ==
Ken abred hag er {{XVIvet kantved}} e oa bet soñjet kleuziañ un hevelep kanol. Met n’eo nemet dindan ren [[Napoleon Iañ]], pa oa listri Breizh-Veur o lakaat blokus war porzh Brest, e voe roet lañs dezhañ da vat, evit kaout ul liamm diriskl etre an daou borzh bras . Karget e voe an ijinour [[Guy Bouessel]] da studiañ ar raktres e [[1803]]. Kroget e voe da gleuziañ adalek [[1811]], gant [[peizant]]ed eus ar vro ha dreist-hollgantholl gant [[galeour]]ien ha [[prizoniad brezel|prizonidi brezel]]. Digoret e voe ar ganol en ur mod ofisiel gant [[Napoleon III]] e [[1858]], met kroget e oa bet da vageal warni kerkent ha 1842.
E-pad meur a zekvloaz e talvezas ar ganol da gas marc’hadourezh e diabarzh Breizh. Tamm-ha-tamm avat e voe graet muioc’h gant an hentoù nevez-savet e-kreiz ar vro ha gant an hentoù-houarn evit kas ar varc’hadourezh-se ha nebeutoc’h gant [[kobar|kobiri]] ar ganol.