Kantved ar Sklêrijenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: tt:Мәгърифәтчелек
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Kantved ar Sklêrijenn''', pe '''Kantved ar Sklêrijennadur''', pe '''Mare ar Sklêrijenn''' pe '''Oadvezh ar Sklêrijenn''', a reer eus an {{XVIIIvet kantved}} e kornôg [[Europa]], abalamour d'al luskad speredel en em ledaas eno da neuze. E [[Bro-C'hall]] hag e [[Breizh-Veur]] e voe diazezet al luskad-se da gentañ gant [[prederouriezh|prederourien]] evel [[Descartes]] pe [[Denis Diderot]]. Gant Diderot ha [[d'Alembert]] e voe ledet ''spered ar Sklêrijenn'' dre an [[Encyclopédie]], un oberenn [[holloueziadur]]el savet gant prederourien digor o spered.
 
E-touez ar mennozhioù pennañ kaset war-raok gant prederourien ar Sklêrijenn e oa ar gredenn er poell, e poellegezh an dud. Evito e oa gouest an holl dud da soñjal ha ne oa ket ret d'an dud krediñ e mennozhioù zo abalamour ma oant brudet gant an [[Iliz katolik]] pe ar [[roue]]. Fellout a rae dezho ''sklêrijennañ'' ar speredoù eta, dre studiañ aozadur ar gevredigezh hep kaout raksoñjoù. E-touez ar mennozhioù all displeget gant prederourien ar Sklêrijenn e oa ar soñj e oa ret doujañ ouzh mennozhioù ar re all hag ar gredenn e vez renet gwelloc'h ar [[stad]] pa vez an holl dud o kenlabourat evit he sevel, n'eus forzh petra e vije o dere. Neuze e veze lavaret ganto e tlefed lemel o dreistwirioù digant an noblañs. Dañjerus e oa an holl soñjoù-se evit an dud er galloud eta. Setu perak e tremenas lod eus ar brederourien-se pennadoù amzer en toull-bac'h, pe en harlu.