Diforc'hioù etre adstummoù "Pêr Even"

125 okted ouzhpennet ,  15 vloaz zo
Kempenn
(Kempenn)
{{peurunvan}}
Ganet e oa bet Per Even e Bro-Oueloù e 1919, e [[Goudelin] nepell diouzh Lannlon, hag aod Mor Breizh, war-du Sant Brieg. Dont a rae Per Even enta eus un tiegezh brezhonegerion gristen diwar ar maez war harzoù ar brezhonegva a neuze. Bez'e oa anezhañ enta ur brezhoneger a vihanik.
 
Skoliet e oa bet e kelenndi ar salezidi e Koad-ar-Roc'h, etre [[Kastellaodren]] ha [[Gwengamp]], gant ar [[Salezidi]], a blede eno gant ur skolaj vicherel.
Ganet e oa bet [[Per Even]] e [[Bro-Oueloù]] e 1919, e [[Goudelin] nepell diouzh [[Lannlon]], hag aod Mor Breizh, war-du [[Sant -Brieg]]. Dont a rae Per Even enta eus un tiegezh brezhonegerion gristen diwar ar maez war harzoù ar [[brezhonegva a neuze]]. Bez'e oa anezhañ enta ur brezhoneger a vihanik.
Alese e oa bet dilennet gant e vistri da genderc'hel gant e studi e neveziadti ar Salezidi e Kadva e Normandi. O tont alese, echu gantañ e studioù eil derez, e teuas tre e Kloerdi bras St Brieg. Bez' e oa kloerdi bras St Brieg. Per Even en doa dilezet hent ar velegiezh a-benn neuze, un nebeut mizioù goude bezañ deuet tre er c'hloerdi bras, hogen eno emichañs e oa deuet da vezañ ur broadelour, evel meur a gloareg all, evel [[Per ar Meur]], [[Armans Ar C'halvez]],[[Loeiz ar Floc'h]], Marsel [[Klerg]], [[Per Bourdellez]], [[Gwilherm Dubourg]], ha re all c'hoazh, yaouankoc'h.
Skoliet e oa bet e [[kelenndi]] ar salezidiSalezidi e [[Koad-ar-Roc'h]], etre [[Kastellaodren]] ha [[Gwengamp]], gant ar [[Salezidi]], a blede eno gant ur skolaj vicherel.
Alese e oa bet dilennet gant e vistri da genderc'hel gant e studi e neveziadti ar Salezidi e Kadva e [[Normandi]]. O tont alese, echu gantañ e studioù eil derez, e teuas tre e [[Kloerdi]] bras St Brieg. Bez' e oa kloerdi bras St Sant-Brieg. Per Even en doa dilezet hent ar [[beleg|velegiezh]] a-benn neuze, un nebeut mizioù goude bezañ deuet tre er c'hloerdi bras, hogen eno emichañs e oa deuet da vezañ ur [[broadelouriezh|broadelour]], evel meur a gloareg all, evel [[Per ar Meur]], [[Armans Ar C'halvez]],[[Loeiz ar Floc'h]], Marsel [[Klerg]], [[Per Bourdellez]], [[Gwilherm Dubourg]], ha re all c'hoazh, yaouankoc'h.
 
Pleustrin a rae e Gwengamp metoù ar vroadelourion, da skouer ar "[[Framm keltiek]]" diazezet gant [[Roparz Hemon]] e-pad ar brezel ; e Gwengamp, dres, e oa bet roet bod da Gendalc'h an aozadur e 1943. D'ar mare-se e oa Loeiz ar Floc'h kure er barrez hag eno, moarvat, en doa graet Per Even anaoudegezh gant ar skrivagner.
O tont er-maez eus ar c'hloerdi en doa kavet Per Even fred e studi un [[noter]] e Lannlon en e gorn-bro. Eno, moarvat, en doa bet tro da bleustriñ war ar gwir, pezh a roas an tu dezhañ da gavout ur gourc'hwel e isprefedti Gwengamp, hag a viras c'hwec'h vloaz. Alese e oa deuet da vezañ sekretour-maerdi e ti-kêr Wengamp pa oa Edouard Olivro o kadoriañ ar C'huzul-kêr ; hag eno e peurc'hreas e redad-amaezh, a echuas e dibenn ar bloavezhioù eikont.
 
Diaes e vije bet da unan ren ur vuhez eeunoc'h ha plaenoc'h eget a reas ar stourmer brezhon-mañ a renas e vuhez penn-a-benn en e gorn-bro c'henidik o kavout ennañ e zanvez-pried, ma timezas ganti e miz Eost 1948, hag hi brezhonegerez a-vihanik evel he gwaz. Er prantad-hont e oa [[Youenn Olier]] e vignon bras troet d'ur [[boudedeo]] o c'haloupat betek harzoù [[Alamagn]] da c'hounit e vara evel nouspet re all en [[Emsav]].
 
Per Even a veze klevet o fougasiñ gant ar brient - mar geller lavarout - e oa ur brezhoneger a-vihanik pa veze pismiget yezh e skridoù dre ma oa "chimik", evel ma lavared.
E gwirionez ne venne nemet harpañ ar stourmerion o doa sammet warno ar gefredi da ober eus ar brezhoneg ur yezh arnevez (se a lavare e-unan bepred) ha kement-se adal an deroù, e penn kentañ ar bloavezhioù hanter-kant pa ne oa ket anv a [[SADED]] nag a strollad ebet a seurt-se. Aes eo kompren neuze e voe deuet mat dezhañ diouzhtu mennad ar re a grouas an aozadur-kelenn eil-derez dre lizher e 1962, rak kroget en doa seulabred da studiañ ar yezh e Skol-veur Roazhon e-lec'h en doa tizhet an "Diplôme Supérieur d'Etudes Celtiques". Seulabred e oa itik d'ar c'hrouiñ gerioù, rak bep an amzer e rae din goulennoù war an divoud-se.
 
Adal 1959 e-barzh "Preder" ez embannas eta pennadoù ha studiadennoù diwar-benn [[prederouriezh]], bredoniezh ha jedoniezh.
 
A-ziwar ar bloavezh 1974 avat, adal ma voe roet un tuadur nevez d'ar gelaouenn [[Imbourc'h]], deuet da vezañ kristen, e kemeras perzh an den e emvodoù [[Kristenion Breizh]] hag e vennas Per Even fiziout e [[Youenn Olier]] e skridoù da embann betek dibenn e vuhez, e 2003.
* adal kreiz ar bloavezhioù '60 en doa pourchaset d'ar gelaouenn "Preder", e yezh "SADED", un droidigezh eus "Le Discours de la Méthode" gant Descartes, "An Displeg war an Hentenn".
 
* E 1969 e voe kelc'helenn [[Paol VI (pab)|Paol VI]] "Populorum Progressio", e ti "[[Preder]]" ivez.
 
* "En Donvor da Vreizh", deuet er-maez e 1975, adembannet e 2004, o-daou gant [[Imbourc'h (kelaouenn)|Imbourc'h]]. En oberenn-se e plaenae Per Even pennañ tezennoù ar gelennadurezh politikel ma rae anezhi ar "gevangevreadelouriezh", en ur ober addisplegoù da istor an [[Emsav]] e deroù ar bloavezhioù '70, da heul droukziwezh an FLB kentañ a strafuilhas speredoù ar vrogarourion e Breizh er prantad-hont. Ul lodenn anezhi a zo gouestlet d'an nevezc'herioù en em ziskoueze evit ar wech kentañ en oberenn-se
 
* ur [[geriadur]] a [[sonerezh]] diwar e bluenn a gaver en un niverenn eus Imbourc'h er bloavezhioù '70, kresket a galz goude-se hag embannet gant [[Mouladurioù hor Yezh]] diwezhatoc'h.
 
* "Confessiones" Sant[[sant Eosten]], e hanterenn gentañ ar bloavezhioù '90, a voe kaset da benn gantañ aketus-tre, un oberenn a c'hwec'h kant pajenn bennak, ma klaskas ar skrivagner enni tennañ ampled eus an destenn latin savet gant an aozer evit diorren ar brezhoneg arnevez ar muiañ ma c'helle.
 
* A-c'houdevezh e kasas Per Even, reoliek tre, pennadoù a [[feizoniezh]] kristen, peadra da gempenn un dornlevr a gelennadurezh kristen, a zo bet, an darn-vuiañ anezho, dastumet hag adembannet dindan an talbenn [["Ar Feiz dre ar Meiz"]] gant Imbourc'h.
 
* daou c'heriadur arnevez e dibenn ar bloavezhioù '90, al "Lexique complémentaire français-breton" hag al "Lexique complémentaire breton-français", tost da 350 pajenn e pep hini anezho, a voe embannet gant [[Imbourc'h]] er bloaz e 1996 hag er bloaz 2000
Implijer dizanv