Maddalena di Lorenzo de' Medici : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: en:Maddalena de' Medici (1473–1528); Kemm dister
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Maddalena di Lorenzo de' Medici''' ([[Firenze]] 1473 – [[Roma]] 1519) a oa merc'h [[Lorenzo il Magnifico]] ha [[Clarice Orsini]]. ''Maria Maddalena Romola'' e oa hec'h anv-badez pa voe badezet en deiz war-lerc'h ma oa ganet. Kelennet e voe evel he breudeur ha c'hoarezed gant lenneien a-seurt gant [[Agnolo Poliziano]].
 
E 1487 e voe dimezet da Franceschetto Cybo, mab d'ar pab [[Inosant VIII]], ha mont a reas Maddalena da chom da Roma, met goude marv he zad e 1492 e reas chomadennoù e [[Toskana]] ha [[Liguria]].
 
Pa voe dilennet he breur Giovanni da bab Leon X e reas chomadennoù hiroc'h e Roma, hag eno e varvas e 1528.
 
Beziet e voe en iliz-veur Sant Pêr war urzh he c'henderv, ar pab [[Klemañs VII]].