Simón Bolívar : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
Distreiñ a reas Bolívar da Venezuela e [[1811]] goude ma oa deuet ar vro da vezañ dizalc’h. Met e Gouere [[1812]], rener Venezuela, [[Francisco de Miranda]], a godianas gant armeoù Spagn. Bolívar a dec’has da g-[[Cartagena de Indias]], ur porzh e [[Kolombia]] hiziv. E [[1813]] e kemeras penn un arme a aloubas Venezuela. Mont a reas a drec’h da drec’h ha, da neuze e voe anvet ''El Libertador'' (''An Dieuber'', ''An Dizalc’her''). Adkemer a reas Caracas d’ar 6 a viz Eost [[1813]] hag embann a reas eil republik Venezuela. Er bloavezh war-lerc’h e tistroas, e penn un arme, d’ar vro amezek, anvet neuze ''Nueva Granada'' (Kolombia hiziv) ha kemeret e voe [[Bogotá]] ganto e [[1814]]. Met goude bezañ paket meur a lamm gant e enebourien e rankas tec’hout da [[Jamaika]] e [[1815]]. Eno e c’houlennas sikour digant prezidant [[Haiti]], Alexander Pétion. E [[1816]], gant skoazell Haiti, e tistroas Bolívar da Venezuela. Goude bezañ dilestret ez eas e arme war-raok ha kemeret e voe meur a gêr ganto, en o zouez Angostura (zo deuet da vezañ bremañ [[Ciudad Bolívar (Venezuela)|Ciudad Bolívar]]).
 
Derc’hel a reas e armeoù da vont war-raok ha gant emgann [[emgann Boyacá]] e voe trec’het da vat armeoù Spagn e [[1819]]. E miz Kerzu 1819, e Kendalc’h Angostura, e voe krouet Kolombia Vras (''Gran Colombia'' e spagnoleg), ur c’hevread a oa ennañ Venezuela, Kolombia, [[Panama]] hag [[Ecuador]]. Bolívar a voe prezidant ar vro ha Francisco de Paula Santander an eilprezidant anezhi. Er bloavezhioù war-lerc’h e voe peurdrec’het ar Spagnoled : gant emgannoù Carabobo e [[1821]] ha Pichincha e [[1822]] e voe kreñvaet krog Bolívar war Venezuela hag Ecuador. Neuze e reas e soñj dieubiñ Perou diouzh ar yev spagnol. Gant skoazell [[Antonio José de Sucre]] e roas lamm d’ar Spagnoled : en [[emgann Ayacucho]], e miz Kerzu [[1824]] e voe pilet an arme spagnol ha prizoniet besroue Spagn. Abretoc’h er bloavezh 1824, Bolívar a oa bet anvet ''diktatour'' gant kendalc’h Perou, ar pezh a roe dezhañ ar galloud penn-da-benn, evit aozañ ar vro hag ar brezel.
 
E miz Eost, e kendalc’h Perou Uhelañ, e voe divizet envel ar vro-hont Republik [[Bolivia]], evit dougen enor dezhañ. Bolívar a zouge bri d’an Dispac’h amerikan met ne rae ket kement a stad eus an Dispac’h gall. Lavaret a rae anezhañ e-unan e oa ur frankizour ha levezonet e oa bet gant skridoù evel re [[Montesquieu]] pe [[Adam Smith]], diwar-benn [[rannerezh ar galloudoù]] pe ar [[frankiz kredenn]]. E [[1826]] ha [[1827]] e voe dizemglevioù e diabarzh ar c’hevread hag emsavadegoù du-mañ du-hont. Evit klask derc’hel ar c’hevread unvan e voe galvet ur c’hendalc’h gant Bolívar e miz Ebrel [[1828]] e kêr [[Ocaña]]. C’hwitañ a reas avat war e daol da unvaniñ ar re a-du gant reiñ muioc’h a c’halloud da bep bro hag ar re a-du gant kreizennañ muioc’h ar c’hevread. Derc’hel a rae an dizemglev d’ober e reuz, gant emsavadegoù en Ecuador, e Kolombia hag e Venezuela. Klasket e voe lazhañ Bolívar e miz Gwengolo [[1828]]. A-benn ar fin e roas Simón Bolívar e zilez evel prezidant e [[1830]]. Mervel a reas, buan war-lerc’h, gant an dorzhellegezh d’ar [[17 Kerzu|17 a viz Kerzu]] [[1830]], e porzh [[Santa Marta]], pa oa war-nes lestrañ da vont da repuiñ da Europa. Er bloavezh goude, e [[1831]], e voe embannet republikoù Venezuela, Nueva Granada (Kolombia) hag Ecuador.