Diforc'hioù etre adstummoù "Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/Gouere"

D
liammoù ruz
D
D (liammoù ruz)
[[Restr:Isac Schleuse.jpg|dehou|180px|Ar ganol, etre [[Blaen]] ha [[Gwenred]] e [[Bro-Naoned]].]]
Ar '''[[Kanol Naoned-Brest|ganol eus Naoned da Vrest]]''' (pe '''Kanol Naoned-Brest''') zo ur [[Kanol (dour)|ganol]] zo bet kleuziet e Breizh evit aozañ monedone ar bigi ha [[kobiri]] etre kêrioù [[Naoned]] ha [[Brest]], dre ziabarzh an douaroù. Kleuziet e oa bet en {{XIXvet kantved}} hag en em astenn a ra a-hed 364 km, gant 238 [[skluz]] etre an daou benn.
 
Ken abred hag er {{XVIvet kantved}} e oa bet soñjet kleuziañ un hevelep kanol. Met n’eo nemet dindan ren an impalaer [[Napoleon Iañ]], pa oa listri Breizh-Veur o lakaat blokus war aodoù Breizh, e voe roet lañs dezhañ da vat, evit kaout ul liamm diriskl etre porzhioù bras Brest ha Naoned. Karget e voe an ijinour [[Guy Bouessel]] da studiañ ar raktres e [[1803]]. Kroget e voe da gleuziañ adalek [[1811]], gant [[peizant]]edpeizanted eus ar vro ha dreist-holl gant [[galeour]]iengaleourien ha [[prizoniad brezel|prizonidi brezel]]. Digoret e voe ar ganol en ur mod ofisiel gant [[Napoleon III]] e [[1858]], met kroget e oa bet da vageal warni kerkent ha 1842.
E-pad meur a zekvloaz e talvezas ar ganol da gas marc’hadourezh e diabarzh Breizh. Tamm-ha-tamm avat e voe graet muioc’h gant an hentoù nevez-savet e-kreiz ar vro ha gant an hentoù-houarn evit kas ar varc’hadourezh-se ha nebeutoc’h gant [[kobar|kobiri]] ar ganol.
 
Pa voe savet [[stankell Gwerledan|stankell dredan Gwerledan]] er bloavezhioù 1920 e voe troc’het ar ganol e div lodenn ha ne c’halled ken bageal ken etre [[Mêl-Karaez]] ha [[Pondi]]. Gant al [[Lenn (dour)|lenn]] savet e Gwerledan, gant ar stankell, e voe beuzet 8 km eus ar ganol ha 17 skluz. ('''[[Kanol Naoned-Brest|muioc'h...]]''')
319

modifications