Irienn ar Re Pazzi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 10:
Brud a oa war an anv, en 1099 edo Pazzino de Pazzi o vrezeliañ er Groaizdeg kentañ, hag eñ eo ar marc’heg kristen a gerzhas da gentañ en kêr Jeruzalem). Er Xvvet kantved unan eus koshañ ha pouezusañ tiegezhioù Firenze, arouez an urzh kozh ma veze an noblañsed o ren e republikoù Italia.
 
Ar re Medici avat a oa erruet e kêr nevez a oa, noblañsed ne oant ket, nevez e oa o finvidigezh hag o galloud, ha ren a raent Firenze. Bec’h a oa da c’hortoz. Koulskoude e oa dimezet [[Bianca de’ Medici]], [[merc’h]] [[Piero]] ha [[c’hoar]] [[Giuliano de'Medici|Giuliano]] ha [[Lorenzo il Magnifico|Lorenzo]] da Guglielmo de Pazzi, met ne oa ket bet trawalc’h da lazhañ tan ar gasoni er c’halonoù.
 
Galloud ar re Medici a oa kresket diwar-goust ar frankizioù Republik Firenze, a gave d’o enebourien, sede neuze ar re Pazzi o kemer penn un irienn da zistroadañ ar re Medici, ha da gemer o lec’h e penn ar republik.