Kroc'hen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
'''Kroc'hen''' an den zo anezhañ un [[organ]] a zo graet gant meur a wiskad [[danvez bev]]. Goleiñ a ra [[korf]] an den ha gwareziñ anezhañ. Dre vras e c'holo 2 m² hag e pouez 5 kg kroc'hen un den en e oad-gour. Etre 1.5 ha 5 mm eo e devder, hervez al lec'hioù goloet gantañ. Da skouer eo tanav war ar [[malvenn]]où ha tev dindan an [[treid]]. Gant ar c'hroc'hen e vez krouet danvezioù evel ar [[blev]] pe an [[ivin]]où.

Daou wiad a ya d'ober ar c'hroc'hen : an [[epiderm]] (pe uskroc'hen) hag an [[derm]] (pe iskroc'hen).
An epiderm a sko war an diavaez. Ur gwarez kentañ eo evit ar gwiadoù dindanañ dre m'eo dalc'hus ha didreuzus. Ouzhpenn da se eo gwevn ha stirennek kuit da vezañ ur skoilh ouzh fiñvoù ar c'horf. Gwellaet c'hoazh eo gwevnder ar c'hroc'hen gant ur film savet diwar meskaj ar [[sebom]], un danvez druz anezhañ borc'het gant [[gwagrenn]]où en derm, hag ar [[c'hwez]]. Kaletaet eo gorre an epiderm gant ar [[protein]]où [[keratin]] hag a zo niverus ennañ.
An derm zo tevoc'h eget an epiderm. Graet eo gant ur gwiad stirennek pourvezet mat e [[gwazhied]] ha [[nervenn]]où. Pennoù an nervennoù a zastum ar c'hemennoù dielfennet gant skiant ar stekiñ. A-drugarez d'ar gwiennoù [[kollagen]] hag [[elastin]] a zo ennañ e c'hell ar c'hroc'hen astenn-diastenn. En derm ivez emañ kigennoù lufr ar c'hroc'hen, gwagrennoù ar sebom hag ar c'hwez ha sac'higoù ar blev.

{|width=100%
Linenn 27 ⟶ 29:
1- [[Toullig (kroc'hen)|Toullig ar c'hwez]]

2- Liamm derm-epiderm

3- Penn nervennel (stekiñ)]]

4- [[Epiderm]]

5- [[Derm]]