Kroc'hen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
An epiderm a sko war an diavaez. Ur gwarez kentañ eo evit ar gwiadoù dindanañ dre m'eo dalc'hus ha didreuzus. Ouzhpenn da se eo gwevn ha stirennek kuit da vezañ ur skoilh ouzh fiñvoù ar c'horf. Gwellaet c'hoazh eo gwevnder ar c'hroc'hen gant ur film savet diwar meskaj ar [[sebom]], un danvez druz anezhañ borc'het gant [[gwagrenn]]où en derm, hag ar [[c'hwez]]. Kaletaet eo gorre an epiderm gant ar [[protein]]où [[keratin]] hag a zo niverus ennañ.</br>
An derm zo tevoc'h eget an epiderm. Graet eo gant ur gwiad stirennek pourvezet mat e [[gwazhied]] ha [[nervenn]]où. Pennoù an nervennoù a zastum ar c'hemennoù dielfennet gant skiant ar stekiñ. A-drugarez d'ar gwiennoù [[kollagen]] hag [[elastin]] a zo ennañ e c'hell ar c'hroc'hen astenn-diastenn. En derm ivez emañ kigennoù lufr ar c'hroc'hen, gwagrennoù ar sebom hag ar c'hwez ha sac'higoù ar blev.
 
Dindan ar c'hroc'hen (epiderm ha derm) emañ an [[hipoderm]], ur gwiad laosk a vez dalc'het ennañ ul lodenn vat eus [[druzoni]] ar c'horf. Ar gwiskad druz-se a ya d'ober ur gwarez diouzh ar stroñsoù hag ar c'holl gwrez.
 
Koshaat a ra ar c'hroc'hen. Lakaet eo anat ar c'hoshadur-mañ gant ar [[roufenn]]où. Digreskiñ a ra ivez an niver a wiennoù elastin ha war zispennaat ec'h a ar c'hollagen en derm. Diwar-se e teu ar c'hroc'hen da vezañ nebeutoc'h stirennek.
 
 
 
{|width=100%