Álvaro Fernandes (anvet António Fernandes dre fazi a-wechoù), a oa ur moraer ha morianetaer portugalat eus ar XVvet kantved eus Madeira, en amzer Henrique o Navegador. Er bloavezhioù 1445 ha 1446 e kasas div veaj a-hed aod Afrika, moarvat betek Ginea-Bissau. Mont a reas tost keit ha Cabo Roxo. Dek vloaz goude, e 1456, ez eas Alvise Cadamosto pelloc'h c'hoazh.