Étienne Fiacre Louis Raoul (23 a viz Gouere 1815 – 30 a viz Meurzh 1852) a oa ul louzawour hag ur surjian er morlu gall[1].

Ganet e oa e Brest ha mab e oa d'ur c'habiten eus ar Morlu gall. Studioù a reas e Brest e skol ar yec'hed hag anvet e voe da surjian trede klask er morlu, e 1836. Lestrañ a reas e bourzh al lestr L'Aube da vont er penn all d'an douar. Douarañ a reas er Bay of Islands (bae an inizi), e Zeland Nevez d'an 11 a viz Gouere 1840, ha chom a reas eno e-pad tri bloaz a-raok kuitaat ar vro e bourzh al lestr L'Allier.

Ur wech distro da Bariz e labouras er Muséum national d'histoire naturelle (Mirdi broadel skiantoù an natur), dindan Adolphe Brongniart (1801–1876) ha Joseph Decaisne (1807–1882), louzawourien brudet anezho, evit deskrivañ ha renkañ ar c'hementad bras a blant a oa bet dastumet gantañ e Zeland Nevez. War un dro e reas studioù medisinerezh hag anvet e voe da zoktor e 1844, gant un dezenn anvet Des rapports des maladies aigües et chroniques du cœur avec les affections dites rhumatismales.

E 1846 e voe embannet gantañ al levr Choix de plantes de la Nouvelle-Zélande ("Dibab plant euz Zeland Nevez")[2]. Goude ur veaj all da Afrika, e teuas da vezañ kelenner medisinerezh e Brest e 1849. E 1851 e voe embannet ul levr all gantañ, Guide hygiénique et médical pour les bâtiments de commerce qui fréquentent la Côte Occidentale d’Afrique.

Ar genad plant Raoulia a voe anvet evel-se en enor dezhañ, gant Joseph Dalton Hooker.

Notennoù kemmañ

  1. Margaret Jane Annand Simpson (1976). "E.F.L. and E.F.A. Raoul". New Zealand Journal of Botany 14: 199–202. [1]
  2. É. Raoul, Choix de plantes de la Nouvelle-Zelande, 1846, Fortin, Masson et Cie, Paris