İslam I Giray a oa mab da Mehmed I Giray ha khan Krimea e-pad 5 miz e 1532.

Goude muntr e vreur Gazi I Giray e savas İslam Giray a-enep d'e eontr Saadet I Giray. Skoazellet gant ar Rusianed e teuas a-benn da skarzhañ Saadet ha pignat war an tron e 1532. Ne deuas ket a-benn da vezañ anavezet gant an Otomaned ha kavout a reas gwelloc'h dilezel e garg pemp miz goude evit e eontr Sahib I Giray.

Dont a reas a-benn da vezañ digarezet gant ar sultan otoman hag anvet e voe kalgay da Sahib Giray met dizemglev a savas buan etrezañ hag ar c'han ha ret e voe dezhañ tec'hel kuit diouzh Krimea e 1533-1534. Lakaet e voe da chom e Perekop ma voe lazhet gant Mirza Baki e 1536 pe 1537[1].

Kas a reas ul lizher (skrivet etre 1532 ha 1537) da Süleyman ar Meurdezus ma c'houlenn e vefe lamet e garg digant Sahib Giray evit bezañ lakaet en e blas pe, ma ne faote ket d'ar sultan asantiñ, adlakaat e eontr Saadet Giray war tron khanat Krimea ha bezañ anvet khan Astrahan[2].


En e raok:
Saadet I Giray
Khan Krimea
thum
1532
War e lerc'h:
Sahib I Giray


Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. [1] Sources manuscrites sur l'époque de Sahib Giray Ier gant Özalp Gökbilgin, 1970
  2. [2] Lizher troet e galleg e Sources manuscrites sur l'époque de Sahib Giray Ier gant Özalp Gökbilgin, 1970