101st Airborne Division

Ar 101st Airborne Division, lesanvet Screaming Eagles ("Erered Yud") ha berraet e 101st, a vez graet eus ur rann-arme troadegiezh arbenikaet lijer stadunanat.

Ardamez ar 101st Airborne Division

Kefridi pennañ ar rann-se eo harzlammerien prest da lammat prim war enebourien ar Stadoù Unanet. Begenn an US Army eo chomet abaoe he c'hrouidigezh, dre ur gourdoniñ uhel ha dre chom un nerzh kas prim da dizhout ur pal milourel.

E-pad an Eil Brezel-bed e voe brudet ar 101st Airborne Division evit he obererezhioù en Oberiadur brezel Overlord (dilestradeg ha harzlammadeg an nerzhioù kevredet d'ar 6 a viz Even 1944 e Normandi, Frañs), Oberiadur brezel Market Garden (17-25 a viz Gwengolo 1944), dieubidigezh an Izelvroioù ; brudetoc'h c'hoazh e voe a-c'houde Emgann an Ardennes e-kerzh lodenn an emgann tro-dro da gêr Vastogne, e Belgia. E-pad Brezel Viêt Nam, ar 101st Airborne Division a gemeras perzh e meur a emgann ha brezeliadenn evel hini brudet Hamburger Hill (10-20 a viz Mae 1969).

E-kreiz ar bloavezh 1968 e oa bet adurzhiet ar rann-arme e doare unan aer-nij (airmobile division) ; e 1974 e voe adsavet gant stumm ur rann-arme tagañ dre an oabl (air assault division).

Diskouez a ra an titloù-se penaos e voe kemmet roll ar 101st adalek donedigezh ar c'harbedoù-nij a implije, pa dremenas eus an nijerezioù d'ar Biñsaskelloù evit tizhout al lec'hioù emgann ha dilestrañ.

Un toullad izili eus ar 101st zo diplomet gant an U.S. Army Air Assault School. Lec'h pennañ ar rann-arme eo Fort Campbell, Kentucky. Er bloavezhioù tremenet e voe implijet ar 101st en Irak hag en Afghanistan. Chom a ra unan eus ar re enoretañ en United States Army ha meur a wech ez eo bet taolennet er faltaziadennoù milourel.

Ur sell war endroadur ar 101st Airborne Division

Er bloavezh 2016 e chom ar 101st Airborne Division an nerzh tagañ brahañ dre an oabl er bed a-bezh, pa'z eo gouest da zilestrañ 4 000 soudard en un taol ha betek 150 kilometr en un tiriad enebour. Harpet e vez ar rann-arme gant tremen 280 biñsaskell, tri batailhon Boeing AH-64 Apache en o zouez. Ouzhpenn, harpet e vez ar 101st Airborne gant spierezh, kempenn ha dafariñ, tud skor ha kanolierezh arbenikaet.

Istor kemmañ

 
1863 – Ar Wisconsin 8th Volunteer Infantry Eagle Regiment e Vicksburg

Kentañ Brezel-bed hag etre daou brezel kemmañ

D'an 23 a viz Gouhere 1918 e voe degemeret ar 101st ent-ofisiel en arme vroadel. D'an 2 a viz Du 1918 e voe staliet e Camp Shelby, Mississippi. Nav devezh diwezhatoc'h e paouezas ar C'hentañ Brezel-bed, neuze e voe divodet d'an 11 a viz Kerzu 1918.

D'an 10 a viz Gwengolo 1921 e voe adaozet penn-lec'h ar rann-arme, da c'hortoz, e Milwaukee (Wisconsin). Ar wech kentañ e voe al lugan Screaming Eagle liammet gant ar rann-arme, o talvezout e oa warlerc'hiad hengounioù rejimantoù a-youl-vat Wisconsin e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika[1].

D'ar 15 a viz Eost 1942 e voe torret ar rann-arme da c'hortoz hag a oa bet savet e 1921 ; a-c'houde un adaozañ el lu stadunanat, e voe lakaet ar 101st Division d'ur rann-armead harlammerien.

Eil Brezel-bed kemmañ

D'an 19 a viz Eost 1942, kentañ penn ar rann-arme, ar major jeneral William C. Lee, a lennas an urzh meur niverenn 5 :

The 101st Airborne Division, which was activated on 16 August 1942, at Camp Claiborne, Louisiana, has no history, but it has a rendezvous with destiny.

Due to the nature of our armament, and the tactics in which we shall perfect ourselves, we shall be called upon to carry out operations of far-reaching military importance and we shall habitually go into action when the need is immediate and extreme. Let me call your attention to the fact that our badge is the great American eagle. This is a fitting emblem for a division that will crush its enemies by falling upon them like a thunderbolt from the skies.

The history we shall make, the record of high achievement we hope to write in the annals of the American Army and the American people, depends wholly and completely on the men of this division. Each individual, each officer and each enlisted man, must therefore regard himself as a necessary part of a complex and powerful instrument for the overcoming of the enemies of the nation. Each, in his own job, must realize that he is not only a means, but an indispensable means for obtaining the goal of victory. It is, therefore, not too much to say that the future itself, in whose molding we expect to have our share, is in the hands of the soldiers of the 101st Airborne Division.

Displegañ fraezh a reas an urzh talvoudegzh arouezioù ar rann-arme : erer meur SUA hag ar ger-stur Rendezvous with destiny.

Oberiadur brezel Overlord kemmañ

 
5/06/1944 – Ar jeneral Dwight D. Eisenhower o komz gant ar 1st Lieutenant Wallace C. Strobel ha soudarded ar Company E, 502nd Parachute Infantry Regiment
 
Mezheven 1944 – Evel an Indianed, ar soudard harzlammer Ware a laka livadur brezel war dremm ar soudard Plaudo e Bro-Saoz

Anaouderien ar 101st Airborne Division e voe ar re a grogas gant oberiadur brezel Overlord, gant lammoù diouzh noz a-raok ma grogfe an aloubidigezh e Normandi. Al lammoù noz-se a voe mammenn da lies kudennoù gant ar steuñverien. Ul lod bras anezho a zegasas kolloù denel ha dafar spontus d'ar rann-arme. Loc'het e oant eus aerborzh RAF North Witham ma oant bet gourdonet gant an 82nd Airborne Division.

Kefridi bennañ ar 101st Airborne Division0 e oa lakaat dindan surentez ar pevar hent a-dreñv Utah Beach etre Saint-Martin-de-Varreville ha Pouppeville, evit reiñ an tu d'ar 4th Infantry Division da guitaat an draezhenn ur wech dilestret diouzh ar mintin. Kefridioù all a oa bet fiziet er rann-arme, evel distrujañ lec'h kanoliañ arvorel alaman Saint-Martin-de-Varreville, tapout savadurioù e-kichen Mézières – a oa sañset bezañ ur pennlec'h evit bizañ lec'hioù kanoliañ –, tapout skluz ar stêr Douve e La Barquette e tu enep Carentan).

An unvezioù harzlammerien engouestlet a blantas reuz ivez e kehentiñ an nerzhioù alaman. Ar gwellañ ma c'hellent e stoufjont an hentoù evit talañ ouzh fiñvoù an Alamaned, sevel a rejont ul linenn difenn etre begoù an argad war an traezhennoù ha Valognes. Ouzhpenn-se e voe naetaet ganto ar lec'hioù a vije implijet evit degas nerzhioù harp dre aer e Les Forges, ha sevel ul liamm gant nerzhioù an 82nd Airborne Division.

Lec'h lammañ Able kemmañ

An Drop Zone Able a oa un takad lakaet da bal d'an harzlammerien ; siwazh, un taol kleze en dour e voe dre ma voe lammet fall ganto.

Oberiadur-brezel Market Garden kemmañ

D'ar 17 a viz Gwengolo 1944, an 101st Airborne Division a voe lakaet en XVIIIvet armead harzlammer, dindan urzhioù ar Major jeneral Matthew Ridgway. Ul lodenn e oant neuze d'ar First Allied Airborne Army, renet gant al Letanant jeneral Lewis H. Brereton.

Ar rann-arme a gemeras perzh en oberiadur-brezel Market Garden (1725 a viz Gwengolo 1944). Un drouziwezh e voe : an oberiadur pennañ dindan urzhioù ar Field Marshal Bernard Montgomery, penn Anglo-kanadian an 21st Army Group ne zeuas ket a-benn da dapout ar pontoù izelvroat a-us d'ar stêr Roen. Ur c'hwitadenn e voe neuze an implij brasañ eus an harzlammerien en istor Mab-Den. Hervez ar raktres lakaet war-raok gant ar Field Marshal Montgomery, rediet e oa an harzlammerien da bakañ ul lod bras a bontoù eus an hent-bras 69 a-us ar Maas hadresit div vrec'h eus ar Roen. Ouzhpenn-se e oa rediet da bakañ kanolioù hag adwazhioù bihanoc'h.

Notennoù kemmañ

  1. Gwelet Old Abe.