Alfred Owen Hughes Jarman, anavezetoc’h evel A.O.H. Jarman (8 a viz Here 1911 - 26 a viz Here 1998) a oa kelenner kembraeg e Skol-veur Kerdiz e Kembre. Graet en doa e studioù e Skol-veur Bangor ha deuet e oa da vezañ arbennigour war Mojenn Arzhur, e dachenn enklask muiañ-karet. Meur a levr en deus skrivet war se. Dimezet e oa d’ur vaouez a oa diskennadez da delennourien hengounel diwezhañ Jipsianed Kembre. Asambles ganti en deus savet ul levr diwar-benn ar Jipsianed-se.

Ur brogarour e oa : a-hed e vuhez eo bet ezel eus Plaid Cymru, ha savet e oa a-du gant Saunders Lewis pa oa bet kondaonet hennezh er bloavezhioù 1930 evit bezañ c'hwezhet an tan en ur skol eus arme Breizh-Veur e Penyberth. Pennskrivagner kelaouenn ar strollad e voe Jarman e-pad an Eil Brezel-bed. D’ar mare-se ivez e nac’has mont d’an arme ha kondaonet e voe d’an toull-bac’h evit se.

Levrioù kemmañ

  • The Arthur of the Welsh: the Arthurian legend in medieval Welsh literature (1991), a-gevret gant Rachel Bromwich ha Brinley F. Roberts
  • Chwedlau Cymraeg Canol (1969)
  • The Cynfeirdd: early Welsh poets and poetry (1981)
  • Y Gododdin: Britain's oldest heroic poem (1988)
  • A guide to Welsh literature (gant Gwilym Rees Hughes) (1992, 1997)
  • The legend of Merlin (1960)
  • Llyfr Du Caerfyrddin: gyda rhagymadrodd, nodiadau testunol a geirfa (1982)
  • Sieffre o Fynwy (1966)
  • Y sipsiwn Cymreig: teulu Abram Wood, gant e wreg Eldra Jarman (1979)

Liamm diavaez kemmañ