Abati Fulda (Kloster Fulda en alamaneg; Abbatia Fuldensis e latin) a oa un abati katolik savet e 744 gant Sturmius (Sant Sturm) , un diskibl da sant Bonifas, nepell diouzh Kassel en hanternoz Alamagn.

Iliz-veur Fulda


Istor kemmañ

Sturmius a lakaas e plas reolennoù abati Monte Cassino eno. E 751 e teuas a-benn Bonifas da gaout ur brient a-berzh ar pab Zakarias evit lakaat an abati war-eeun dindan galloud eskob Roma, da lâret eo ar pab. Bonifas a voe beziet e Fulda e 754 ha diwar-neuze e voe desachet e-leizh a dud hag a zeue da birc'hirinañ di. Dont a reas abati Fulda da vezañ ul lec'h a-bouez a-fed deskadurezh ha gouiziegezh hag ul levraoueg pourvezet-mat a oa eno. Adalek an XIIvet kantved ec'h eas he galloud war zigreskiñ avat.


Adal 1221 e oa ur briñselezh (Fürstabtei Fulda) hag adal 1752 un eskopti (Fürstbistum Fulda),en-dro da Fulda, a zo hiriv e Hessen.