Abdou Diouf (ganet d'ar 7 a viz Gwengolo 1935) zo ur politikour, bet eil prezidant Senegal.

Ganet eo bet e Louga ha graet e studioù war ar Gwir e Dakar ha Pariz (Bro-C'hall). Nebeut war-lerc'h bezañ bet e diplom e voe fiziet ennañ kargoù uhel en e vro hag e 1963 e oa rener kabined ar prezidant Léopold Sédar Senghor. E 1970 e oa Kentañ Ministr Senegal. Pa roas Senghor e dilez e voe lakaet Diouf da brezidant ha trec'h e voe en dilennadegoù aozet e 1983, 1988 ha 1993. Lakaat a reas e anv adarre e dilennadegoù 2000 met ar maout a yeas gant e eneber Abdoulaye Wade.