Abercraf zo ur gêriadenn vihan eus Kembre e kreisteiz Powys. Emañ el lodenn uhelañ eus Cwm Tawe, traoñienn ar stêr Tawe, war harzoù Park Broadel Bannau Brycheiniog. Tremen a ra an hent a gas eus Abertawe da Aberhonddu hebiou ar gêriadenn.

Ur pont war ar stêr Tawe e-kichen Abercraf.

Gwechall e oa kalzik mengleuzioù glaou er c'horn-bro, met serret e voent holl er bloavezhioù 1960.

E-kichen ar gêriadenn emañ menez Cribarth, unan eus menezioù Bannau Brycheiniog, lesanvet Y Cawr Cwsg (ar ramz kousket).