Aberysgir (skrivet Aberyscir e saozneg) zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e kreisteiz Powys, e Sir Frycheiniog kozh. Emañ er c'hornôg da Aberhonddu, war ribl ar stêr Wysg.

Dont a ra an anv Aberysgir eus hini ar stêr Ysgir (Ysgir Fawr) a gember gant ar Wysg e-kichen ar gêriadenn.

Nepell e c'haller gwelet dismantroù ur c'hreñvlec'h roman, anavezet evel Y Gaer (pe Caer Aberhonddu/Brecon Gaer) hag ur voudenn-gastell anvet Kastell Aberysgir.