Adelaid Anjev (war-dro 947–1026), anavezet ivez evel Blanche d'Anjou, pe Adelaid Gévaudan[1], a oa ur briñsez a Anjev en XIvet kantved, merc'h da Foulk II ha d'e wreg Gerberga Maine, ha c'hoar da Jafrez I, kont Anjev.

Dimezioù ha bugale kemmañ

 
Montmajour. Iliz eus an XIIvet kantved, savet war unan goshoc'h eus an XIvet, ma oa bet beziet Adelaid Anjev.

Pemp gwech e timezas, ha da dud a ouenn uhel.

  1. e 967 (a-raok 960 hervez istorourien zo) da Steven Brioude , beskont Gévaudan
  2. war-dro 975 da Raymond V (pe III?) († 978), kont Tolosa, priñs Gothia, a varvas tri bloaz war-lerc'h,
  3. e 982 d'ar roue Loeiz V († 987), mab da Lotar (roue Frankia ar C'hornôg), ha kurunennet e voent rouaned Akitania e Brioude, met dispartiañ a eurejont daou vloaz goude, en abeg ma oa re yaouank, ar roue e-skoaz e wreg, hag ur paotr difur ha diroll anezhañ,
  4. e 984 da Gwilherm I († 993), kont Provañs. Ur verc'h o doe, Konstanza Arle (986-1032), a zimezas da Roperzh II, roue Bro-C'hall, en 1003. Ur verc'h all o dije bet, Ermengarde Arle[2], a zimezas da Roperzh Iañ Aovergn.
  5. da Otto-Gwilherm, dug Bourgogn, met dizemglev zo etre an istorourien war ar poent-se.

Notennoù kemmañ

  1. Abalamour d'he dimeziñ gant Steven, kont Gévaudan, Revue du Gévaudan, des causses et des Cévennes, levrenn 9, 1963, pajenn 105 betek 111.
  2. A-wechoù e vez lavaret diwar-benn Ermengarde e oa merc'h da Adelaid ha da Steven Gévaudan.