Adelheid Aostria, pe Adelheid von Österreich en alamaneg, ganet e 1822 e Milano, a oa neuze e proviñs Lombardia en impalaeriezh Aostria, ha marvet e 1855, e Torino, e Rouantelezh Piemonte, a oa ur briñsez aostrian, ac'hdugez Aostria ha priñsez Hungaria, deuet da vout Rouanez Sardigna goude dimeziñ da Vittorio Emanuele II.

Adelheid von Österreich

He buhez kemmañ

Merc'h e oa da Ranieri Giuseppe d'Asburgo-Lorena.

Eured ha bugale kemmañ

Dimeziñ a reas e Stupinigi (Torino) e miz Ebrel 1842 d'he c'henderv Vittorio Emanuele II, ha dont a reas da vout rouanez Sardigna en 1849. Eizh bugel he doe.

 
O terc'hel poltred he fried roue, Vittorio Emanuele II.

He marv kemmañ

Goude hec'h eizhvet gwilioud ez eas da obidoù he mamm-gaer. Annoued a dapas ha mervel a reas un toullad deizioù goude, en 1855, da 33 bloaz. Beziet e voe e Superga.

Re abred e varvas evit bout kentañ rouanez Italia.