Adminios a oa mab da Gunobelinos, roue an Gatuvellauned hag an Drinobanted, ha breur da Garatacos (Karadeg) ha Togodumnos. E anv a zispleger evel-henn : *ad-mindios, "da vezañ kurunet".

Dishêret e voe gant e dad, ha mont a reas da glask sikour gant Kaligula, impalaer Roma.

Hemañ, aet sot dija, goude un taol sirk e Gesoriacum, a voe lakaet da grediñ e c'halle aloubiñ Enez Vreizh. An aloubadeg avat ne c'hoarvezas biken. Kontañ a ra an istorourien roman e roas urzh Kaligula d'e soudarded da zastum kregin war bord ar mor e Galia, evit embann eo oa bremañ mestr war ar mor (ha da heul toud ar pezh e oa enni, evel just, evel Enez Vreizh, da skouer).

Adminios ne chome dezhañ nemet bevañ en harlu.