Adolf "Dolfo" Joseph Ferdinand Galland ganet d'an 19 a viz Meurzh 1912 e Westerholt e Westphalia hag aet da anaon d'an 9 a viz C'hwevrer 1996 e Remagen-Oberwinter[1]) a oa ur jeneral alaman eus al Luftwaffe met ivez ur mailh (pe un As) dre m'en devoa tizhet 104 c'harr-nij enebour en holl war talbenn kornôg an Eil Brezel-bed[2] Kaset en deus 705 nij-brezel da benn, ha tizhet ez eo-eñ bet dre beder gwech.

Adolf Galland
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
AllegianceTrede Reich Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAdolf Josef Ferdinand Galland Kemmañ
Anv-bihanAdolf Kemmañ
Anv-familhGalland Kemmañ
Deiziad ganedigezh19 Meu 1912 Kemmañ
Lec'h ganedigezhWesterholt Kemmañ
Deiziad ar marv9 C'hwe 1996 Kemmañ
Lec'h ar marvRemagen Kemmañ
Lec'h douaridigezhFriedhof Oberwinter Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Michernijer karr-nij, milour Kemmañ
Lec'h annezLehmkuhlen Kemmañ
Deroù ar prantad labour1935 Kemmañ
Perzhiad eNuremberg Medical Trial Kemmañ
Grad milourelletanant jeneral Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)Jagdgeschwader 26, Jagdverband 44 Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Korf an armeLuftwaffe Kemmañ
Prizioù resevetKnight's Cross of the Iron Cross with Oak Leaves, Swords and Diamonds, Spanish Cross Kemmañ
Adolf Galland.

Adolf Galland ha brezel Spagn kemmañ

Bet eo bet engouestl a youl vat e 1937 e brezel Spagn. Nijal a rae el Lejion Condor dindan stumm tagadennoù-nij war zu an douar o reiñ harp d'ar vroadelourien dindan urhzioù Francisco Franco El Caudillo. Pa echuas e zro-brezel e 1938 Adolf Galand a vez kaset da labouret e ministrerezh an aer Alaman da sevel levrigoù strategiezh ha teknikel da geñver e skiant-prenet evel blenier kirri-nij tag war zu an douar. War ar memes koulz-amzer e vez kelenner evit ar strolladoù blenerien kirri-nij tag war zu an douar.

Adolf Galland en Eil brezel-bed kemmañ

Pa erru mare aloubadeg Polonia e miz gwengolo 1939 e ya gant nijal hag un-dro nijoù-brezel tag war zu an douar. E-penn kentañ ar bloavezh 1940 e vez klasket gant Adolf Galland da gendrec'hiñ e ofisourien da lakkat anezhañ da vont gant hent ar blenerien kirri-nij stourm.

Galland a vez o nijal gant ur Messerschmitt Bf 109 e-pad emgann Bro C'hall hag emgann Bro-Saoz. E-fin ar bloavezh 1940 ez eo pignet an niver a dizhou gantañ etrezek 57 karr-nij enebour.

Evit ar bloavezh 1941 e chom Galland gant ar stourm a-enep ar Royal Air Force (RAF) a-us da mor Breizh ha norzh ar Frañs. E miz-du 1941 ez eo pignet e niver dizhoù etrezek 96 karr-nij enebour.

 
Special Film Project 186, Adolf Galand ha dirazhañ Hans-Ulrich Rudel

Adolf Galland penn ar chase Alaman kemmañ

Miz du 1941 e ya da anaon Werner Mölders, penn an holl strolladoù kirri-nij chase Alaman General der Jagdflieger, en ur gwallzarvoud-nij. Adolf Galland a vez kaset d'e lerc'h hag a chomo gant ar garg'se betek miz genver 1945.

Gant ma oa penn an holl strolladoù kirri-nij chase Alaman e oa bet diffenet groñs dezhañ da gemer perzh en nijoù-brezel.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ