An Ael Moroni zo, evit ar Vormoned, un ael a vefe deuet alies da gaozeal gant Joseph Smith. Deuet e vefe da welet Smith meur a wech, adalek an 21 a viz Gwengolo 1823. Hervez Smith, an ael a oa gward ar Plakennoù aour, hag a vefe, hervez luskad Sent an devezhioù diwezhañ, diazez Levr Mormon. Ar plakennoù aour a vefe bet lakaet dindan douar en un dorgenn nepell diouzh ti Smith e kornôg stad New York.

Delwenn an Ael Moroni e Suis

Moroni zo un dudenn diazez evit teologiezh luskad "Sent an devezhioù diwezhañ". Adkavet e vez alies en tisaverezh hag en arzoù Mormon. Ouzhpenn Smith, tri den o doa embannet e oant bet test pe o doa gwelet an Ael Moroni e 1829.