Ur pennad Aelia zo ivez.

Aelia Eudocia (pe Eudokia, pe Eudoxia), pe Atenais hervez he gwir anv (war-dro 401-460), a oa impalaerez vizantat er Vvet kantved hag ur varzhez. Gwreg Theodosius II, impalaer ar reter, e oa.

Aelia Eudocia
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh roman ar Reter Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΕὐδοκία, Άθηναἷς Kemmañ
Anv ganedigezhAthenais, Athenaïs Kemmañ
Anv-bihanAelia Kemmañ
Titl noblañspriñsez, Impalaer Kemmañ
Deiziad ganedigezh400s Kemmañ
Lec'h ganedigezhAten Kemmañ
Deiziad ar marv21 Her 460, 20 Her 460 Kemmañ
Lec'h ar marvJeruzalem Kemmañ
TadLeontius Kemmañ
Breur pe c'hoarValerius, Gessius Kemmañ
PriedTheodosius II Kemmañ
BugelLicinia Eudoxia Kemmañ
FamilhTierniezh Teodosius Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethenc'hresianeg Kemmañ
Micherbarzh, skrivagner, penndiern Kemmañ
Kargimpalaer bizantat Kemmañ
Lec'h labourImpalaeriezh roman ar Reter Kemmañ
RelijionChristian Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant Kemmañ
GouelAugust 13 Kemmañ
Oberenn heverkEpic on the Persian war Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Pezh d'an impalaerez Aelia Eudocia
Skeudenn Atenais evel santez Eudocia. Ikonenn eus an Xvet kantved
An impalaer Theodosius II hag e bried Aelia Eudocia.

He buhez kemmañ

Ganet e oa en Aten. Merc'h e oa d'ar sofour Leontius, ur pagan anezhañ, ha desket e voe ar verc'hig war al lennegezh hag ar retorik. Hervez a zo bet kontet, gant Malalas ha re all, e oa bet skrapet he feadra gant he breudeur mac'h eas da glemm d'al lez da Gergustentin. Sachet ganti evezh Pulcheria, c'hoar an impalaer Theodosius II, ha hi ober anezhi unan eus dimezelled al lez ha lakaat anezhi da briediñ d'he breur. Badezete voe, distaolet ganti hec'h anv pagan, evit bezañ Aelia Licinia Eudocia, ha dimeziñ d'an impalaer d'ar 7 a viz Mezheven, 421. Daou vloaz goude, ganet he merc'h Licinia Eudoxia, e voe roet dezhi an titl a augusta. Ne viras ket droug ouzh he breudeur peogwir e reas ur c'honsul eus ar Valerius, a savas da vout gouarnour Trakia, hag ur prefed eus ar Gesius.
Istorourien eus an amzer a veneg kalz eus ar munudoù -se, nemet ger ne lavaront eus perzh Pulcheria en eured he breur. El lez e klaskas implij he levezon evit gwarezién koulz paganed evel yuzevien. Er bloavezhioù 438-439 e reas ur veaj-pirc'hirinañ da Jeruzalem ha distreiñ a reas gant relegoù prizius.

E-pad he chomadenn en Antioch e komzas dirak sened kêr, hervez ar c'hiz c'hresian, hag e roas arc'hant da gempenn ar savadurioù.

Argaset e oa bet gant Theodosius II, war dro 433, abalamour da warizi he c'hoaer-gaer Pulcheria, Aelia Eudoxia ha kaset en harlu da Jeruzalem e lec'h ma varvas e 460[1],[2].

|

 


Oberennoù kemmañ

Bugale kemmañ

Tri bugel a anaver da Eudocia ha Theodosius II :


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Levrlennadur kemmañ

  1. M.N BOUILLET : Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. Librairie L. Hachette et Cie. Paris. 1863.
  2. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994