Agnese da Montefeltro

Agnese da Montefeltro, pe Agnesina da Montefeltro (1431 – Mantova, 1456) a oa un itron a wad uhel en Italia ar XVvet kantved. Merc'h e oa da Guidantonio da Montefeltro, condottiero ha kont Urbino, ha da Caterina Colonna, merc'h da Lorenzo Onofrio Colonna.

E 1446 e timezas da Alessandro Gonzaga (1415-1466), breur da varkiz Mantova, met bugel ebet n'o doe.

E 1456 e varvas e Mantova d'an oad a 25 bloaz.