Aimable-Gilles Troude

Aimable-Gilles Troude[1] , ganet d'ar 1añ a viz Mezheven 1762 e Cherbourg, marvet d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1824 e Brest, a oa un ofiser a vor gall, eilamiral e 1811, a oa bet lesanvet L'Horace français gant an impalaer gall Napoleon Iañ.
Perzh a gemeras en emgann Les Saintes hag en emgann Algeciras ; skrivet eo e anv war an Arc de Triomphe de l'Etoile e Pariz.

Ar c'habiten Aimable Troude

Ur mab dezhañ, Amable-Emmanuel Troude, a voe koronal hag a genlabouras gant Gab Milin da sevel geriadurioù ha levrioù all e brezhoneg.
Ur mab all, Onésime Joachim Troude, eus e eil gwreg, a skrivas diwar-benn emgannoù war vor.

Notennoù kemmañ

  1. Skrivet Amable ivez : Bibliothèque nationale de France