Akouchi ruz


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Rodentia
Kerentiad : Dasyproctidae
Genad : Myoprocta
Anv skiantel
Myoprocta acouchy
Erxleben, 1777
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An akouchi ruz (Myoprocta acouchy) zo ur bronneg krigner a vev e Suamerika, en norzh d'ar stêr Amazon.

Doareoù pennañ kemmañ

Etre 35 ha 50 cm eo e hirder hag etre 1 kg hag 1,5 kg e bouez.

Liv orañjez eo e gostezioù ha du pe gell e gein. Moal eo an takadoù a-dreñv d'e zivskouarn ha tro-dro d'e c'henoù ha d'e zaoulagad. Hir ha du eo e vourroù. Blevenn e dalier n'eo ket roudennek, pezh a ziforc'h anezhañ d'an akouti glas.

Gouennañ kemmañ

Da vare ar gouennañ e verk ar par e diriad gant gwagrennoù ar fraezh dre frotañ e bavioù a-dreñv ouzh an douar. Mont a ra da heul ur barez gant e bavioù a-raok o krenañ hag en ur ezteurel ur c'hri skiltr.

An dougen a bad war-dro 100 deiz ha ganet e vez etre 1 ha 3 c'holen. Dizonet e vez ar re vihan da 2 pe 3 miz ha tizhout a reont o oad gour pa vezont war-dro 10 miz.

Boued kemmañ

Geotdebrer eo hag en em vagañ a ra diwar frouezh, kraoñ ha had. Douarañ a ra greun evit ar c'houlz-amzer sec'h.

Annez kemmañ

Bevañ a ra e strouezheg stank ar c'hoadoù. Tremen a ra an noz e neizhoù graet gant delioù, alies e kefioù kleuz.