Un elfenn gimiek eo an aktiniom ; Ac eo e arouez kimiek, 89 e niver atomek ha 227,028 e dolz atomek. An aktinid kentañ eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

Aktiniom
RadiomAktiniomToriom

La
Ac
Taolenn beriodek, Aktiniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 89
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad Aktinidoù
Trovezh 7
Bloc'h f
Tolz atomek [227]
Aozadur elektronek
[Rn] 6d1 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 9, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +3
Oksidenn vazennek skañv)
Tredanleiegezh 1,10 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 519,11 kJ/mol
2 : 1 134 kJ/mol
3 : 1 682 kJ/mol
Skin atomek 195 pm
Skin kenamsav 186 pm
Skin Van der Vaals 283 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 10,070 g/cm3
Teuzverk 1 050 °C
Bervverk 3 300 °C
Tredanharzusted (stlenn ebet)
Neuz an elfenn
?
(Ur c'haled du neuz ur metal dezhañ, war a greder)

Istor kemmañ

E 1899 e voe dizoloet an aktiniom e Pariz gant ar c'himiour gall André-Louis Debienne, dre e dennañ diouzh ar c'hailh uraniom anvet pitchblende, a zo uraniom oksidet U3O8, bet dilezet gant Marie Curie goude m'he devoa tennet ar radiom anezhañ. Heñvelderioù a gavas etre an elfenn nevez hag an titaniom 22Ti, a zo ur metal ardreuzat ; e 1900 avat e kavas dezhañ e oa damheñvel ouzh an toriom 90Th, a zo un aktinid all.
E 1902 e voe tennet an hevelep elfenn eus an hevelep kailh gant ar c'himiour alaman Friedrich Otto Giesel, a gavas heñvelderioù etre an elfenn nevez hag al lantanom 57La, a zo ul lantanid.
E 1904 e roas F. Giesel an anv emamium d'an elfenn a grede bezañ nevez, dre ma ne ouie mann ebet diwar-benn labour André Debienne. Goude ma voe bet keñveriet an div gavadenn e voe anzavet e oa Debienne an dizoloer kentañ, a zibabas an anv actinium diwar an henc'hresianeg ακτίς, ακτίνος aktis, aktinos, "bann", "skin", en abeg d'e skinoberiegezh. Eus anv an aktiniom e teu hini rummad an aktinididoù, 15 elfenn ennañ eus 89Ac betek 103Lr, al lawrensiom.

An izotop Ac-227 eo a voe tennet eus U3O8 ; kavet e vez en natur, pa 'z eo disoc'h digevanadur an uraniom-235. Louc'hoù hepken zo anezhañ avat, pa n'eus nemet war-dro 150 mg ag aktiniom en un donennad pitchblende[1].
Skinoberiek-kenañ eo an aktiniom, war-dro 150 gwezh muioc'h eget ar radiom.

Perzhioù kemmañ

Ur metal blot liv an arc'hant eo an aktiniom[2]. Skinoberiek-kenañ eo, lugerniñ a ra en deñvalijenn en ur deuler gouloù glaswenn dre m'eo ionaet an aer a zo tro-dro dezhañ[3].

Kimiek kemmañ

Buan e tazgwered an aktiniom en aer, ur c'holoenn wenn ag oksidenn aktiniom a zeu warnañ evit harpañ ouzh an oksidadur da vont donoc'h.
Damheñvel ouzh re al lantanom eo e berzhioù kimiek.

Kenderc'hadur kemmañ

Dre m'eo an aktiniom tost d'al lantanom ha da lantanidoù all a-fed perzhioù kimiek ez eo diaes o disrannañ p'o zenner eus kailh uraniom, setu e kaver aesoc'h kenderc'hañ aktiniom dre vombezenniñ radiom-226 gant neutronoù e kreizennoù derc'hanel : 226Ra + 1 neutron → 227Ra → 227Ac dre skinoù β skignet e-pad 42,2 munutenn. Gouest eo Ac-227 da dapout neutronoù a-benn reiñ 228Ac a-gementadoù bihan.
Goude-se e tisranner an aktiniom diouzh ar radiom hag an elfennoù all a zo bet kenderc'het (plom, bismut, poloniom ha toriom).

Stumm metalek an aktiniom a genderc'her dre goazhañ AcOF (fluorid aktiniom) gant burezh litiom er goullo e 1000-1300°C.

Izotopoù kemmañ

Un izotop hepken eus an aktiniom a gaver en natur, 227Ac, gant un hanter-vuhez a 21,773 bloavezh.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 36 anezho, 225Ac o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a zek devezh.

Izotopoù stabilañ an aktiniom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh
225Ac kevanaozet 10 devezh a221Fr
226Ac kevanaozet 29,37 eurvezh β-226Th
ε226Ra
α222Fr
227Ac 100 21,773 bloavezh β-227Th
α223Fr

Arver kemmañ

Hini ebet, abalamour da rouested, priz ha skinoberiegezh an elfenn.

Notennoù kemmañ

  1. Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 01 MEU 13.
  2. SALUTSKY Murell L. & STITES Joseph G. & STONE RObert D, Preparation of Actinium Metal, 1955, Journal of the American Chemical Society, 77/1, pp. 237-240 (en) Liamm oberiant 01 MEU 13
  3. Encyclopædia Britannica (en) Liamm oberiant 01 MEU 13


Daveennoù kemmañ


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok