Bag diwezhañ ar c'hourser Robert Surcouf (1773-1827) e oa Le Renard. Ur bok e oa, a voe moret e 1812.

Le Renard a-vaez da Zinarzh

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Adsavet eo bet e 1991 met gant mentoù bihanoc'h.

Sant-Maloù eo e borzh annez.

Deskrivadur kemmañ

  • Doare : Brezel kourserezh
  • Fardaj : bok[1] e c'houel-gastell[2]
  • Hirder ar c'houc'h : 19 m
  • Hirder en holl : 30 m
  • Treust pennañ[3] : 5,78 m
  • Kal an dour[4] : 2,78 m
  • Kal an aer[5] : 26 m
  • Dislec'hiad[6] : war-dro 44,5 tonenn
  • Goueliadur hollek : 450 m²
  • Armoù : 10 kanol[7] 8 lur (e potin aluminiom war an eilskouer) ha 4 c'hanol 4 lur.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Ur bok zo ul lestr 1 wern hepken dezhi hag ur balouin lemm-laka, greiet gant 1 c'houel vras, 1 c'houel vre, 1 trinked hag 1 fok.
  2. Ar c'houel a zo a-us ar c'houel vras eo.
  3. An treust hirañ e ledander al lestr eo an treust pennañ ; dre e hirder e vez termenet ledander ar vag.
  4. An treuz a-serzh etre al linenn-flod hag ar c'hein eo.
  5. Uhelder ar gwernioù a-us a al linenn-flod eo.
  6. Pouez ar c'hementad dour a vez dilec'hiet gant al lestr pa vez lakaet war neuñv eo.
  7. (en) (fr) Carronade a reer eus an doare kanolioù-se, a voe ijinet gant an embregerezh Carron e Falkirk e 1778.