Alc'hweder sant Pêr

Alc'hweder sant Pêr

Alauda arvensis, ur viskoulenn en e bigos




Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Alaudidae
Genad : Alauda
Anv skiantel
Alauda arvensis
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An alc'hweder sant Pêr (liester : alc'hwedered sant Pêr)[1], pe alc'hweder-sant-Pêr[2], a zo ur spesad golvaneged bihan, brudet evit e gan, Alauda arvensis an anv skiantel anezhañ.

An anv kemmañ

Dont a ra e anv skiantel eus ar galianeg alauda "alc'hweder" dre al latin ălauda hag eus an anv-gwan latin arvēnsis a dalv kement hag "er parkeier".

E-barzh Geriadur ar brezhoneg a-vremañ (Skol Vreizh, 2000, pajenn 796a) e skriv Frañsez Favereau e reer LAPOUSS/-S (PE EVN) SANT PER eus ar spesad alc'hwedered-mañ peurvuiañ.
Savet eo bet an anv boutin brezhonek alc'hweder sant Pêr o veskañ daou anv poblek.

Ul labous brudet eo e Breizh. Ec'hweder zo un adstumm d'an anv, hag Eveder zo un adstumm all, deuet da vout anv-tiegezh. Labous Sant-Pêr zo un anv boas ivez, savet diwar ur vojenn : nijet e vefe an evn betek ar baradoz.

Doareoù pennañ kemmañ

 
A. a. japonica, luc'hskeudennet e Japan.

Boued kemmañ

Annez hag isspesadoù kemmañ

  • ██ Bezant, o ouennañ
  • ██ Bezant, o chom
  • ██ Bezañ, o tremen
  • ██ Bezant, hep gouennañ
  • ██ Bezant, degaset
  • ██ A vefe aet da get ha degaset en-dro
  • Ar spesad a gaver an unnek isspesad[3] anezhañ :

    • Alauda arvensis armenica, eus gevred Turkia da Iran,
    • A. a. arvensis, e hanternoz, kornôg ha kreiz Europa,
    • A. a. cantarella, e kreisteiz Europa eus biz Spagn da dTurkia hag ar C'haokaz,
    • A. a. dulcivox, Hume, 1872, eus gevred lodenn Europa eus Rusia ha kornôg Siberia da walarn Sina ha mervent Mongolia,
    • A. a. harterti, e gwalarn Afrika,
    • A. a. intermedia, eus hanternoz-kreiz Siberia da viz Sina ha Korea,
    • A. a. japonica, e kreisteiz Sac'halin, kreisteiz an Inizi Kouril, Japan hag Inizi Ryūkyū,
    • A. a. kiborti, e kreisteiz Siberia, hanternoz ha reter Mongolia ha biz Sina,
    • A. a. lonnbergi, e hanternoz Sac'halin,
    • A. a. pekinensis, e biz Siberia, Ledenez Kamtchatka hag an Inizi Kouril,
    • A. a. sierrae, e Portugal, kreiz ha kreisteiz Spagn.

    Krennlavar kemmañ

    • Amzer vrao pa gan an alhweder / Pell hag uhel en êr.[4]

    Liammoù diavaez kemmañ

    Notennoù ha daveennoù kemmañ



     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.