Ur c’hasour tud eo bet Alexis Gourvenneg (1936-2007), rener SICA Kastell-Paol e Bro-Leon. Deuet eo da vezañ brudet er bloavezhioù 1960 pa’z eus bet tabut gant produkterien legumaj Bro-Leon e Montroulez. E-touez ar re o deus krouet ar SICA (Société d’Intéret Collectif Agricole) e oa ; o fal a oa lakaat ar brodukterien da chom mestr war ar gwerzh. War-lerc’h eo deuet da vezañ rener unan eus brasañ stalioù sevel moc’h Bro-C’hall : Kerjean SA. Krouet eo bet ar Brittany Ferries gantañ e 1972.

Poltred Alexis Gourvenneg

Buhez kemmañ

Ganet e oa bet e Henvig e-kichen Kastell-Paol d’an 11 a viz Genver 1936. Kaset eo bet da skol labour-douar an Nivod e Lopereg ha war-lerc’h eo bet er Skol-veur labour-douar en Angers.

Rener brezel an artichaod eo bet er bloavezh 1960. Ne felle ket ken d'ar c'hounezerien artichaod ha brikoli gwerzhañ dindan ur priz re izel. SICA Kastell-Paol a zo bet krouet e 1961 da-heul e luskadenn. D’ar poent-se e oa o ren CDJA Penn-ar-Bed (Centre Départemental des Jeunes Agriculteurs). D'an 8 a viz Mezheven 1961 e oa, gant Marsel Leon, e penn ur strollad 2000 labourer-douar en deus aloubet isprefeti Montroulez. Kaset eo bet an daou rener d’an toull-bac’h, an dra-se a lakaas 6000 labourer-douar da zeredek e kêr Montroulez d’an 22 a viz Mezheven evit goulenn o leuskel da vont.

D’an 22 a viz Du 1961 eo bet digoret marc’had war zigresk ar SICA Kastell-Paol e Kerisnel. Ouzhpenn ur gorventenn a zo bet war ar gwerzhañ pelloc’h met panevet ar SICA e vefe bet gwashoc’h c’hoazh.

E 1968 eo bet savet gant Alexis Gourvennec ur steuñv evit aesaat gwerzhañ produioù Breizh dre zienkañ Penn-ar-Bed dre grouiñ hentoù-tizh nevez (RN 12 ha RN 165) en-dro Breizh ; gwellaet e oa bet al linennoù tren hag ar pellgomz ivez. Toullañ porzh don Rosko a zo bet graet d’ar mare-se ivez ; ar porzh en deus digoret hentoù-mor nevez evit gwerzhañ produioù Breizh e Bro-Saoz. N’eo ket bet hep poan peogwir ne felle da gompagnunez ebet kas he listri da Rosko. Setu e oa bet krouet ar Brittany Ferries e 1972. 65% eus e lodennoù a oa dalc’het gant al labourerien-douar. President ar Brittany Ferries eo bet Alexis Gourvennec betek e varv e 2007 ; renet eo bet ken mat ar gompagnunez treuz dougen ken eo deuet da vezañ an hini gentañ e Bro-C’hall da gas tud ha fred :10 bag ganti ha 2 500 implijad evit ur c’hengreadur en-dro da 365 milion euro e 2008.

Etre 1979 ha 1998 e oa bet prezidant Crédit agricole Penn-ar-Bed ivez.

Marvet eo d'an 19 a viz C'hwevrer 2007 e Montroulez.