Un ali a zo ur soñj a vez lavaret da unan bennak, pe da veur a hini, diwar-benn ur c'hraf bennak, evit e aliañ, dezhañ da ober diouzh an ali goude pe da chom hep ober.
Traoù zo a reer war ali, pe diwar ali unan bennak, hep redi ebet: un ali n'eo ket ur reolenn, na n'eo ket un urzh.

Goulenn kemmañ

Goulenn ali, pe kuzul, a reer digant neb a garer, kar pe bar, galloudus pe get.

Reiñ kemmañ

Alioù a roer dreist-holl d'ar re a c'houlenn. A-wechoù e vez furoc'h chom hep reiñ ali ebet: degemeret fall e vez alioù ar re all gant tud zo.

Soñj ha fed kemmañ

Ur soñj, un ali, n'eo ket ur fed, ha n'en deus ket da vout prouet, dre ma'z eo kred un den ha n'eo ket fed ; dre-se n'eo ket kred an holl ivez.Ur soñj a zo un dra gwir ha prouet a zeu da vezañ ur fed.

Krennlavaroù kemmañ

Kaoz zo eus an alioù er c'hrennlavaroù.

1. Un ali mat zo mat bepred
Ha pa ve digant ur sod e ve.

2. Ali ha holen
A roer d'an hini a c'houlenn

3. Ruzienn veure hag ali gwreg
Gwech 'vezont mat gwech ne vezont ket.