Alkinoe (Ἀλκινόη / Alkinoê e gregach) a oa ur vaouez eus Korinthos, e mojennoù Henc'hres.

Mojenn kemmañ

Kontet eo bet ar vojenn gant Parthenios Nikaia. Merc'h e oa da Bolybos, roue Korinthos. Dimezet e oa da Amfiloc'hos, eus Korinthos, mab da z-Dryas.

Implijet he devoa an nezerez Nikandra ha kaset anezhi kuit hep gopr. Dre-se he devoa sachet kounnar an doueez Athena warni. An doueez eta an hini a reas dezhi orgediñ ouzh ur paotr yaouank eus Samos anvet Ksanthos. Ha hi d'ober he soñj da vonet kuit gant an den-se ha da lezel pried ha bugale war he lerc'h. War al lestr e savas morc'hed dezhi hag en em daolas er mor, ma voe beuzet.