Aloubadeg Enez Vreizh gant ar Romaned

Aloubet e voe Enez Vreizh gant ar Romaned er I kantved goude JK, tamm-ha-tamm, adalek ar bloaz 43, dindan an impalaer Claudius, ha savet gante Proviñs Britannia.

Aloubadeg Enez Vreizh gant ar Romaned

A-raok an aloubadeg kemmañ

En -55 ha -54 e oa bet klasket, gant Julius Caesar, aozañ div zilestradeg ha n'ejont ket da bell, met koulskoude e voe skoulmet darempred ha kroget eskemmoù ekonomikel etre Romaned ha Brezhoned : betek neuze ne veze nemet eskemmoù gant Galianed. Evel-se e voe digoret an hent e kreisteiz an enez, ha kement-se a blaenaas an hent da aloubadeg Claudius II e 43.

En -34, -27 ha -25 e klaskas Octavius adstagañ gant an aloubadeg, met n'eas ket betek penn. Hervez ar Res Gestae Divi Augusti, e tec'has an daou roue brezhon Dumnovellaunus ha Tincomarus da Roma da c'houlenn sikour digant Augustus.

Er bloavezhioù 40 edo ar g-Catuvellauni o ren e Colchester war gevred an enez, e-kichen an Trinovantes. Bec'h o deveze ar g-Catuvellauni gant o amezeien, an Atrebated, ma rene diskennidi Commios.

An aloubadeg kemmañ

Ar jeneral Aulus Plautius eo a voe kentañ gouarnour Britannia.

Pennadoù kar kemmañ

Levrioù kemmañ