An aluzener (pe aluzenner[1]) zo un den a Iliz karget da reiñ an aluzen (aluzon, e yezh Treger) d’an tud paour, pe karget d’ober war-dro an ofisoù, ar zakramantoù hag ar gelennadurezh kristen en un ensavadur bennak : Aluzener ar skolaj, aluzener ar gouent…

Amprestet eo bet ar ger-se digant an henc'hresianeg, ἐλεημοσύνη, eleēmosynē, dre al latin almosinarius. Kavet e veze alusoner e-barzh ar C'hatolicon (e 1464).

Kavet e vez alüseneor e kerneveureg hag elusennwr e kembraeg. Met implijet e vez dreist-holl ar ger caplan e kembraeg abalamour ma ra ar saozneg gant ar ger chaplain.

Ar gerioù aluzener ha chapalan (cappellanus e latin[2]) zo heñvelster met, hervez gwir an Iliz katolik, e rank ur chapalan bezañ beleg (kanon 564 eus Lezenn gwir kanoneg), daoust ma vez roet, e Bro Frañs, an titl a aluzener d’an tud lik karget d’ober ur ministrerezh pastorel : aluzener ar skolaj, al lise ; aluzener en ospital, en un ti-retred ; aluzener en armeoù ; aluzener un toull-bac'h.

Tud kemmañ

  • Sant Yann (an) Aluzener, Patriarch Aleksandria, etre 610 ha 619.

Notennoù kemmañ

  1. Kavet e vez aluzener pe aluzenner er Geriadur Troude (1869) hag er Geriadur Favereau (1982). Ar Geriadur Vallée, ar Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, ar "Geriadur Istorel ar brezhoneg" savet gant Roparz Hemon, hag ar Geriadur brezhoneg An Here a skriv aluzener. Ar Geriadur Seite-Stefan, ar Geriadur Garnier renet gant Per-Jakez Heliaz, hag ar Geriadur Andreo ar Merser a skriv aluzenner.
  2. Cappellano en italianeg, capellán e spagnoleg, chaplain e saozneg, caplan e kembraeg, kaplan en alamaneg.

Gwelet ivez kemmañ


 
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ