Amalie Christiane von Baden

Amalie Christiane von Baden (* 1776 en Karlsruhe; † 1823 en Bruchsal) war a oa ur briñsez alaman.

Merc'h henañ Karl Ludwig von Baden hag Amalie von Hessen-Darmstadt e oa, ha hanter-gofad he c'hoar Karoline Friederike Wilhelmine von Baden, a voe rouanez Bavaria. C'hoar e oa ivez da Luise Augusta von Baden, pried d'an tsar Aleksandr Iañ (Rusia).

Klasket e voe he dimeziñ met bep tro e troas fall an traoù. Ne zimezas ket eta ha n'he doe bugel ebet. Bevañ a reas e ti he c'hoarezed dimezet, e Bavaria, pe Rusia, pe e lez Baden.