Amalie von Preußen

Anna Amalie Prusia, en alamaneg Anna Amalie von Preußen, ganet d'an 9 a viz Du 1723, marvet d'an 30 a viz Meurzh 1787, a oa ur briñsez hag ur sonaozourez alaman, eus Rouantelezh Prusia.

Anna Amalie, priñsez a Brusia

He buhez kemmañ

 
Prinzessin Amalie von Preußen

Merc'h yaouankañ Frederig Gwilherm Iañ Prusia ha Sophie Dorothea von Hannover e oa, hag unan eus o dek bugel chomet bev. C'hoar e oa eta da Frederig II Prusia. Abadez Quedlinburg e oa ivez.

Brudet e oa he c'hoantiz, he douster, he deoliezh, koulz hag hec'h ampartiz da sevel sonerezh. Klasket e voe war he lerc'h gant kannad Sveden da zimeziñ gant ar roue Adolf Fredrik. Met primoc'h e voe he c'hoar Luise Ulrika a euredas dezhañ e 1744. E-kerzh an eured-se eo en em gavas gant un ofiser yaouank, ar baron Friedrich von der Trenck a dommas he c'halon.

Kement-se ne blijas ket d'he breur roue. Bac'het e voe ar paotr. Tec'hel a c'hallas avat ha repu a gavas en Aostria hag en Rusia. Dimeziñ a reas ha 14 bugel en doe. N'hallas ket adkavout ar briñsez nemet goude marv ar roue en 1786. E-keit-se e oa chomet ar briñsez dizimez;