Amalthea (gresianeg Αμάλθεια) pe Yaou V eo an trede loarenn dostañ eus Yaou. Dizoloet eo bet d'ar 9 gwengolo 1892 gant E. Barnard. Al loarenn ziwezhañ dre un selladenn eeun kentoc'h eget dre ul luc'hskeudennerezej e voe Amalthea hag an hini gentañ zilozoet adalek m'en-deus dizoloet Galileo Galilei al loarennoù galilean Hec'h anv a zeu eus an nimfenn he-deus maget Zeus gant laezh gavr.

Amalthea
Amalthea
Amalthea
Amalthea skeudennet gant Galileo etre 1996 ha 1997.
Dizoloadenn
Dizoloet gant E. Barnard
Dizoloet d'ar 9 Gwengolo, 1892
Doareennoù he c'helc'htro
radius krenn 181,995 km 1
Kelc'htro 1,144,000 km
Ezkreizennegezh 0.0046637841
Periapsis 181,150 km
Apoapsis 182,840 km
Prantad reveulziañ 0.29826 d
(7 e 9,5 min)
Tizh orbitel krenn mui.: 26.691 km/s
krenn: 26.567 km/s
nebeut.: 26.443 km/s
Stouadur 0.36°°° (diwar keheder Meurzh)<br /2.45° (diwar an ekliptik)
Loarenn eus Yaou
Doareenoù fizikel
Treuzkiz krenn 172 km (262 x 146 x 134 km)
Oblateness
Gorread 397,600 km²
Volum ~2,430,000 km3
Mas 2.1×1018 kg
Stankter 0.862 g/cm³
Gravitadur gorre ~0.025 m/s²
((~0.0025 g)
Tizh achap ~0.061 km/s
Devezh sinc'hron
Buander troiñ 69 km/e
Axial tilt
Albedo 0.09
temp. gorre ~122 K
Gwask atmosferel atmosferenn ebet


Al loarenn ziabarzh vrasañ eus Yaou eo.

E 1975 hepken e rojod hec'h anv ofisiel met en un doare damofisiel e veze implijet adalek m'en-doa hen aliet Camille Flammarion. Kent 1975 e oa anvet Yaou V zoken m'en doa c'hoantaet he dizoloer he envel Kolombia

E-barzh gwalenn bennañ emañ ha posupl eo e vefe furmet homañ gant materi skrapet diouti. E-barzh radius Roche emañ met bihan a-walc'h eo da zerc'hel ouzh efedoù-lanv. E-barzh kelc'htro a-sav Yaou emañ, ar pezh a dalvez emañ o tostaat diouti goustadik.

Perzhioù kemmañ

 
Gwel arzour Amalthea (graet gant Celestia

An dra ruzañ e koskoriad an Heol eo Amalthea. Abalamour d'ar soufr kaset gant Io (loarenn) eo war a seblant. Saotroù ledan glaz a weler war naou. Dianav eo o natur.

Ur stumm direizh he-deus Amalthea, 270 × 168 × 150 km he ment. War du Yaou eo reteret he c'hostez hirañ. Goloet gant kraterioù eo Amalthea, un nebeud anezho bras tre e-keñver ment al loarenn. Pan, an hini vrasañ a zo 100 km he ledander ha 8 km he donder. Ur c'hrater arall Gaea a vuzul 80km hag a zo div wech donoc'h eget Pan. Daou venez he-deus Amalthea : Mons Lyctas ha Mons Ida hag a dizh 20 km.

Ment Amalthea hag he stumm a lakas anezhor da soñj eo ur c'horf kreñv ha sonn, kenaozet gant reier dreist holl. Ma vefe keaozet gant skorn e vefe aet da ront dindan efed he gravadur hec'h unan. Luc'hskeudennoù graet gant Galileo o-deus diskouezet e oa bihan tre he stankter ha gwirheñvel eo splu pe skornek Amalthea. Luc'hskeudennoù nevesoc'h, graet gant ar pellseller Subaru a zamziskouez eo kenaozet gan skorn dreist Ne c'hell ket bezañ bet furmet en he lec'hiadur a-vremañ. Tomm tre e voe Yaou e deraou koskoriad an heol ha da deuziñ en-defe he lakaet. An dra-mañ a zamveneg e voe tapet gant gravadur Yaou.

Evel loarennoù arall Yaou e tro atav an hevelep tu ouzh Yaoù. Evel Io e skign Amalthea muioc'h gwrezder eget ma tegemer eus an Heol hag Yaou. En abeg da c'houleier-tredan o krouet gant maez magnetek Yaou eo moarvat.

D'ar 5 miz Du 2002 e c'hournij Galileo a-us da Amalthea. E 160 km anezhi e tremenas-hi. Muzuliet e voe efed gravadur al loarenn war dreugiañ ar sontenn. An disoc'hioù a voe implijet da jedañ he mas. Evel m'anavezed he volum dija e voed barrek da gavout he stankder. Tost ouzh hini ar skorn eo war a seblant. Posupl eo ez eo kenaozet Amalthea eus pezhioù roc'h dizalc'h dallc'het asambles gant o gravadur. Posupl eo ivez ez eo kenaozet eus skorn dreist holl.

E-pad he gournijadur e luc'hskeudennas Galileo nav loarennig. O natur hag o ment a zo dianav met krediñ a reer e furmont un doare gwalienn war-dro Amalthea.

Liammoù diavaez kemmañ

strollad Amalthea


---Sidenote START---
Loarennoù Yaou

Adrastrea | Aitne | Amalthea | Ananke | Aoede | Arche | Autonoe | Callisto | Callirrhoe | Carme | Chaldene | Cyllene | Elara | Erinome | Euanthe | Eukelade | Euporie | Europa | Eurydome | Ganymede | Harpalyke | Hegemone | Helike | Hermippe | Himalia | Io | Iocaste | Isonoe | Kale | Kallichore | Kalyke | Karpo | Kore | Leda | Lysithea | Megaclite | Metis | Mneme | Orthosie | Pasiphae | Pasithee | Praxidike | Sinope | Sponde | Taygete | Thebe | Thelxinoe | Themisto | Thyone

S/2000 J 11 | S/2003 J 2 | S/2003 J 3 | S/2003 J 4 | S/2003 J 5 | S/2003 J 9 | S/2003 J 10 | S/2003 J 12 | S/2003 J 15 | S/2003 J 16 | S/2003 J 17 | S/2003 J 18 | S/2003 J 19 | S/2003 J 23
Yaou | Koskoriad an Heol