Ambiorix a oa ur penngadour galian, eus pobl an Eburoned, e Gallia Belgica, hag a vrezelias a-enep Julius Caesar, a-gevret gant ar priñs Catuvolcos, hervez a lenner e De Bello Gallico.

Delwenn Ambiorix, pennbrezelour an Eburoned, e Tongeren.

En XIXvet kantved e voe lakaet Ambiorix da haroz broadel e Belgia, evel ma c'hoarveze gant Verkingetorix e Bro-C'hall.