Amelia Mary "Meeley" Earhart ([ˈɛərhɑ:rt]), bet ganet d'ar 24 a viz Gouere 1897 en Atchison (Kansas), steuziet er Meurvor Habask d'an 2 a viz Gouere 1937 ha disklêriet marv d'ar 5 a viz Genver 1939, a oa un nijerez hag ur skrivagnerez stadunanat ; ar c'hentañ maouez er bed o leviañ en he unan dreist ar Meurvor Atlantel e voe.
Meur a rekord a yeas ganti, ha berzh a reas he levrioù diwar-benn he nijadennoù. Pouezus e voe he ferzh e savidigezh The Ninety-Nines (The 99s), a zo ur gevredigezh levierezed etrebroadel staliet en Oklahoma City.

Amelia Earhart

D'ar 5 a viz Meurzh 1935
Ganedigezh 24 Gouere 1897
Atchison, Kansas Kansas
Steuziadur 2 Gouere 1937
Meurvor Habask
Statud Disklêriet marv in absentia
Broadelezh  Stadunanat
Lesanvioù Lady Lindy
Queen of the Air

Micherioù Levierez
Skrivagnerez

Breved FAI niv. 6017, 16 Mae 1923

Internet www.ameliaearhart.com/

Pa oa o klask leviañ tro ar bed gant he loman e 1937 e voe kollet roud eus o nijerez dreist ar Meurvor Habask e-kichen Enez Howland.

Yaouankiz kemmañ

 
Amelia war-dro 1901

Amelia Earhart a voe ganet d'ar Yaou 24 a viz Gouere 1897 d'an alvokad Samuel "Edwin" Stanton Earhart (18671930) ha d'e wreg Amelia "Amy" Otis (18691962) en Atchison (Kansas), e ti he zud-kozh a-berzh mamm, ar banker Alfred Gideon Otis hag e wreg Amelia Josephine Harres.
E 1907 e voe kaset an tad da labourat e Des Moines (Iowa) gant e implijer, ar Rock Island Railroad ; d'e heul ez eas e bried, en ur lezel Amelia hag he c'hoar Muriel (18991998) e ti an dud-kozh en Atchison. Eno e voent skoliataet gant o mamm-gozh hag ur c'houarnerez. E Des Moines e welas Amelia un nijerez e 1908, pa oa-hi dek vloaz ; nac'hañ a reas an nijadenn gentañ a voe kinniget dezhi gant he zad. E 1909 ez eas an div blac'h da chom gant o zud en Iowa, ma'z ejont d'ur skol evit ar wech kentañ ; 12 vloaz e oa Amelia, ha 10 vloaz he c'hoar.

Finborte a rae an tiegezh, a brenas un ti nevez hag a c'hopras mevel ha matezh, pa voe merzhet e oa troet an tad da vezvier ; e 1914, hag eñ oadet 47 vloaz, e voe rediet gant Rock Island Railroad da vont war e leve. Petra bennak ma klaskas an alvokad bezañ pareet diouzh e gleñved ne voe biskoazh adc'hopret gant Rock Island Railroad. D'ar mare-se e varvas Amelia Josephine Harres, he devoa lakaet al lodenn eus he madoù a yaje gant he merc'h dindan gward gant aon ma vije drouziviet gant Samuel S. Earhart ; gwerzhet e voe an ti ha kement a oa e-barzh.
E 1915 e kavas an tad labour er Great Northern Railway e Saint Paul (Minnesota) ; eno ez eas Amelia Earhart d'al lise. En hevelep bloaz e c'houlennas Samuel bezañ anvet e Springfield (Missouri) en ur post a oa dalc'het gant un den hag a oa o vont war e leve ; berr avat e voe tad Amelia pa zistroas an den war e ziviz : da 48 vloaz en em gavas Samuel dilabour. Ar vamm a gasas an div blac'h ganti da Chicago da vevañ gant mignoned. Eno e klaskas Amelia ul lise dereat da studiañ ar skiantoù ; goude ur bloavezh digenvez en Hyde Park High School e voe diplomet e 1916. Goude-se ez eas da skol-veur Ogontz School e Rydal (Pennsylvania), hogen ne echuas ket ar studioù.

Da vare Nedeleg 1917 ez eas Amelia Earhart da Doronto davet he c'hoar. Eno e welas gloazidi o tistreiñ eus ar Brezel-bed kentañ, ar pezh he c'hasas da vezañ stummet evel klañvdiourez gant ar Groaz Ruz kent mont da labourat gant ar Voluntary Air Detachment en ospital milourel Toronto.

Pa voe tizhet Toronto gant kleñved-bed ar grip e 1918 e voe ret da Amelia Earhart labourat noz ha deiz, kement ha ken bihan ma voe tizhet ivez e miz Gwengolo gant skeventfo ha sinusit. Klañvadez e chomas en ospital adalek deroù miz Du betek diwezh ar bloavezh. Dre ma ne oa ket eus bevastalerioù d'ar mare-se e voe oberataet meur a wech, en aner avat daoust d'ur bloavezh diskuizh a dremenas e ti he c'hoar e Northampton (Massachusetts). Gant sinusit henek e voe bec'hiet a-hed an nemorant eus he buhez.

E dibenn he fredad diglañvadur, e 1919 pa oa 22 vloaz, en em brientas Amelia da vont d'ar skol-veur Smith College e Northampton ; kemmañ he mennozh a reas avat, ha mont da New York e Columbia University ma studias ar vezegiezh. Bloaz goude e paouezas gant he studioù da vont gant he zud, a veve kevret en-dro e Long Beach (Kalifornia).
Eno, d'an 28 a viz Kerzu 1920, e tapas Amelia Earhart he nijadenn gentañ (10 munutenn, 10 dollar) ; goude-se e tivizas mont da levierez. D'an 3 a viz Genver 1921 e kemeras he c'hentel gentañ digant al levierez Neta Snook (18961991), war bourzh un nijerez Curtiss JN-4 ; labourat a reas evit espern ar 1 000 dollar rekis evit ar c'hentelioù : luc'hskeudennerez, bleinerez sammgirri, berrskriverez, hag all.
C'hwec'h miz diwezhatoc'h e prenas Amelia Earhart he nijerez gentañ, un daoublaeneg Kinner Airster melen a lesanvas The Canary. Gant he familh e voe sikouret da baeañ evit an ardivink eil dorn-se.

D'an 22 a viz Here 1922, an danvez levierez a lakaas he nijerez kozh da bignat betek 14 000 troatad (4 267,2 m), ar pezh a voe rekord ar bed evit ar merc'hed.
D'ar 16 a viz Mae 1923 e voe Amelia Earhart ar 16vet maouez stadudanat brevedet gant ar Fédération Aéronautique Internationale (FAI/WASF)[1].
Ne c'hallas ket Amelia Earhart bezañ ul levierez a vicher kerkent ha brevedet, rak rivinet e oa he ziegezh abalamour d'ur postadur en ur vengleuz gips hag a reas freuz-stal ; tamm-ha-tamm e oa aet he hêrezh digant he mamm-gozh da netra. Pa ne c'helle ket askorusaat he fostadur en nijerezh e werzhas Amelia The Canary hag e prenas ur c'harr-tan.
E deroù 1924 ez eas he sinusit war washaat hag oberataet e voe adarre, en aner avat. Klask a reas sevel meur a embregerezh, met ret e voe dezhi kavout un hent all. E 1924 ivez, da heul torridigezh dimez he zud, e kasas he mamm ganti en he c'harr da veajiñ eus Kalifornia betek Boston ; eno e voe oberataet Amelia a-nevez, gant muioc'h a verzh.
Goude diglañvaat e tistroas da Golumbia University, ma studias e-pad un nebeud mizvezhioù betek ma voe rediet da baouez dre ziouer a arc'hant. Da gelennerez ez eas neuze, kent mont e 1925 da labourerez sokial e Boston ; e Medford e bannlev Boston en em stalias, hag eno e kendalc'has da ober war-dro an nijerezh : emezelañ a reas e rann Boston an American Aeronautical Society, ma voe dilennet da veskadoriadez. Amelia Earhart eo a levias ar c'hentañ nijadenn ofisiel o tibradañ eus Dennison Airport e Quincy, Massachusetts e 1927.
Gopret e voe evel gwerzherez gant an embregerezh Kinner Aircrafts tro-dro da Voston ; kronikerez e voe ivez e kazetennoù rannvro Boston, ma klaskas luskañ an nijerezh. A-feur ma kreske he brud e rakwele sevel un aozadur a vodje levierezed.

Levierez kemmañ

   
Dik a-raok dibradañ
war-du Europa
Maen-koun
e Porth Tywyn

Goude nijadenn Charles Lindbergh dreist ar Meurvor Atlantel e miz Mae 1927 e vennas Amy Phipps (1873-1959), anezhi ur vouezhiacherez dengarourez entanet gant an nijerezh ha gwreg d'ar politker saoz Frederick Guest (1875-1937), bezañ ar vaouez kentañ oc'h ober kement all evel levierez pe dreizhadez. Pa verzas e oa re zañjerus eviti e kinnigas skoazellañ ar raktres. Digant Amelia Earhart e voe goulennet mont kevret gant an nijer Wilmer Stultz (1900-1929) hag ar mekanikour Louis Gordon ; ne vije ket Amelia o leviañ eta, met karget e vije da zerc'hel deizlevr an nijadenn. D'ar 17 a viz Mezheven 1928 e tibradjont war bourzh ur Fokker F-VIIb/3m e Trepassey (Douar-Nevez ha Labrador) ; 20 eurvezh ha 40 munutenn diwezhatoc'h e pradjont e Porth Tywyn, Sir Gaerfyddin, e mervent Kembre.
Antronoz e nijas A. Earhart betek Southampton e Bro-Saoz. Eno e levias Avro Avian 594 Avian III G-EBUG al levierez iwerzhonat Mary, Lady Heath (1896-1932) ; diwezhatoc'h e prenas an nijerez, a lakaas da gas da SUA dre vor.

Brud a c'hounezas Amelia Earhart en SUA : peogwir e tenne he dremm da hini Charles "Lucky Lindy" Lindbergh e krogas lod kazetennoù ha kelaouennoù d'ober Lady Lindy anezhi, ha Queen of the Air e voe al lesanv a voe roet dezhi gant United Press. Diouzhtu goude he distro d'ar gêr e voulc'has Amelia un droiad prezegennoù e 1928 ha 1929. P'edo o veajiñ e tivizas an embanner ha bruder George P. Putnam – a oa bet unan eus aozerien an nijadenn dreuzatlantel – brudañ Amelia dre un droiad prezegennoù all, ul levr bet skrivet ganti[2] ha pegañ he foltred war marc'hadourezhioù liesdoare evel malizennoù, pakadoù butun ha dilhad evit ar merc'hed.
Berzh bras a reas ar c'houlzad brudañ evit sankañ skeudenn Amelia Earhart e spered an dud. Tennañ splet eus kement-se a reas al levierez evit luskañ an nijerezh e metoù ar merc'hed : kenpennskriverez ar gelaouenn Cosmopolitan e voe e 1929. En hevelep bloaz e voe unan eus an dud hag a labouras evit ma vije diorroet aerlinennoù e diabarzh SUA ; kevret gant Charles Lindbergh e voe kannadez ar gompagnunezh Transcontinental Air Transport (TAT). Arc'hant ha moneiz a bostas da sevel an aerlinenn gentañ etre New York ha Washington D.C. ; anvet e voe da veskadoriadez National Airways hag a vere meur a aerlinenn e biz SUA.

Nec'het e oa Amelia Earhart gant he nijadenn dreuzatlantel avat, pa ne oa bet nemet un dreizhadez – fellout a rae dezhi tapout ur rekord "digousi". E miz Mezheven 1928 e oa bet an nijadenn vrudet, e miz Eost e oa bet embannet he levr, ha da zeiz diwezhañ ar miz-se end-eeun e tibradas gant he Avian 7083 e Rye (New York) war-du Los Angeles ha distro[3]. E 23 c'hêr ez arsavas evit nijal a-hed 8&nsp;850 km ar veaj. Ar vaouez kentañ er bed e voe o leviañ en he unan a-dreuz norzh SUA ha distro.

E 1929, A. Earhart a gemeras perzh er Women's Air Derby kentañ, un nijadeg evit al levierezed. D'an 18 a viz Eost e tibradas ar merc'hed eus Santa Monica (Kalifornia) war-du Cleveland (Ohio), ma errujont d'ar 26 a viz Eost ; trede e rann an ardivinkoù ponner e voe Amelia e diwezh an nijadeg. Da heul an abadenn ez aozas bodageg veur an International Organization of Women Pilots (IOWP) a vod levierezed abaoe an 2 a viz Du 1929 ; dre ma teuas 99 maouez diwar ar 117 a oa ezel e teuas Ninety-Nines (99) da vout lesanv an IOWP.

Bloaz goude, e 1930, e voe Amelia Earhart e penn an 99 hag unan eus pennoù an National Aeronautic Association (NAA) ma labouras evit ma vije krouet rann rekordoù al levierezed ; heñvel a reas pelloc'h er WASF, eo an NAA un ezel diazezer anezhi.

 
Earhart ha Putman, 2 Ebrel 1931

D'ar 7 a viz C'hwevrer 1931 e timezas gant George P. Putman.
En hevelep bloaz e tapas Amelia rekord an uhelder pa gasas ur Pitcairn PCA-2 da 18 415 troatad (5 613 m).

 
Lockheed Vega 5B Amelia Earhart

Mennet start e oa Amelia Earhart da nijal en he unan dreist ar Meurvor Atlantel, evel ma oa bet graet gant Charles Lindbergh e 1927. Da veure an 20 a viz Mae 1932 e tibradas war bourzh ul Lockheed Vega 5b e Harbour Grace en Douar-Nevez, ganti ur skouerenn eus ar gazetenn Telegraph-Journal da brouiñ an deiziad ; e sell e oa al levierez da bradañ e Le Bourget evel Lucky Lindy, hogen abalamour da gudennoù mekanikel degaset gant avelioù kreñv ha sklas deuet eus an norzh e rankas pradañ e Cúil Mór, Doire, Norzhiwerzhon goude un nijadenn 14 eurvezh ha 56 munutenn.
Ar c'hentañ maouez o leviañ dibaouez dreist ar Meurvor Atlantel e voe Amelia Earhart neuze ; Kongres ar Stadoù-Unanet a zeroas dezhi an Distinguished Flying Cross evit he "harozegezh pe oberenn dibar en ur gemer perzh en un nijadenn", Bro-C'hall he anvas da Varc'hegez al Légion d'honneur, hag ar prezidant Herbert C. Hoover a roas dezhi Medalenn aour an National Geographic Society.
Goude-se e skoulmas Amelia Earhart darempredoù a vignoniezh gant ar FLOTUS Eleanor Roosevelt hag al levierez veur Jacqueline Cochran ; kenlabourat a rejont evit luskañ gwirioù ar merc'hed en SUA hag er bed.

E miz Du 1934, p'edo Amelia gant un droiad prezegennoù e voe un tan-gwall en he zi e Rye, ma voe distrujet he deizlevrioù. A-c'houde ar gwallzarvoud-se e tilojas ar re Butnam da Galifornia, ma voe George unan eus renerien Paramount Pictures en Hollywood. E Kalifornia e kejas Amelia ouzh an nijer Paul Mantz (19031965) hag he sikouras da wellaat he barregezh war an nijadennoù hir.

D'an 11 a viz Genver 1935 e voe Amelia Earhart ar vaouez kentañ o leviañ en he unan eus Honolulu da Oakland (Kalifornia), war bourzh he Lockeed Vega. D'an 19 a viz Ebrel en hevelep bloaz, gant he ardivink bepred, e levias eus Los Angeles betek Kêr-Vec'hiko ; alese e tibradas d'an 8 a viz Mae war-du New York.
E 1935 c'hoazh, d'an 30 a viz Eost, e kemeras perzh e nijadeg ar Bendix Trophy eus Burbank (Kalifornia) da Gleveland (Ohio), un 3 300 km bennak. Ar bempvet levierez e voe oc'h erruout, abalamour ma ne c'helle he Lockeed tizhout nemet 314 km/h pa oa gouest ar re all da nijal betek 480 km/h ; reuzius e voe an nijadeg : latar, barradoù arnev spontus, ar c'henstriver Cecil A. Allen (19041935) a varvas pa begas an tan en e nijerez en ur zibradañ[4] hag al levierez Jacqueline Cochran a rankas dilezel en abeg da gudennoù mekanikel.
Goude-se e komprenas Amelia Earhart e oa ret dezhi kaout un nijerez nevez, pa felle dezhi nijal a-hed Gouriz ar bed.

Tro ar bed ha steuziadur kemmañ

E deroù 1936 e krogas Amelia Earhart da brientiñ he nijadenn an-unan a-hed ar c'heheder, da lavarout eo ur 47 000 km bennak war-du ar c'hornôg bepred. E miz Gouere, gant sikour rann an Nijerezh e Purdue University e West Lafayette (Indiana) m'edo kuzulierez, e lakaas ar saver nijerezioù Lockheed e Burbank da fardañ un ardivink diouzh he dezverkoù a-fed beolioù trelosk kent dibab ar c'habiten a vor Harry Manning da loman. Un eil loman a voe kavet, ar c'habiten a vor Fred Noonan hag a ouie lomaniñ un nijerez : Manning a vije loman eus Hawaii da Enez Howland er mervent, Noonan eus an enez da Aostralia, hag en he unan e vije al levierez da echuiñ ar veaj betek SUA.

♦ Kentañ arnod

D'ar 17 a viz Meurzh 1937 e nijas ar skipailh eus Oakland da Honolulu. Abalamour ma chome gennet biñsoù-tro an nijerez a vare da vare e voe kaset da stalioù-labour an US Navy e Pearl Harbor ; tri devezh goude, pa glaskas ar skipailh dibradañ, e troidellas al Lockheed war ar roudenn, torret e voe ar c'hilhoroù, ar c'hefluskerioù a stokas ouzh al leurenn, riklañ war e gof a reas an ardivink en ur c'haouiñ ar roudenn. Ampellet e voe an nijadenn, ha kaset an nijerez da Vurbank dre vor. Den ne oar a-zivout abeg ar gwallzarvoud : tarzhet ur vandenn-rod, torret ar c'hilhoroù pe faziet al levierez.

♦ Eil arnod
 
Hent an eil arnod

Pa voe kempenn al Lockheed e prientas ar skipailh an eil arnod, a vije war-du ar reter e-lec'h ar c'hornôg, kement-se en abeg da gemmadennoù en avelioù hag en titouroù diwar-benn an amzer. Al loman F. Noonan hepken a oa war bourzh gant al levierez ; d'an 20 a viz Mae e tibradjont eus Oakland da Viami (Florida) via Burbank, Tucson (Arizona) ha New Orleans (Louisiana). E Miami ez embannjont o raktres.
Alese e nijjont da Suamerika, e treuzjjont ar Meurvor Atlantel betek Afrika kent tizhout India, Azia ar Gevred ha Lae e Morobe (Tiriad Ginea-Nevez, Papoua Ginea-Nevez hiziv). Tost d'an tri c'hard eus ar veaj a oa bet graet (34 437,94 km) ; dreist ar Meurvor Habask war-du Honolulu e vije an 12 697,312 km diwezhañ — biskoazh avat ne erruas Amelia Earhart ha Fred Noonan en Hawaii.

Raktres ha disoc'h nijadenn Amelia Earhart, 20/05 – 4/07 1937     
Deiziad Dibradañ Pradañ Troc'had (km) Hollad(km) Notennoù
20/05 Oakland, Kalifornia Burbank, Kalifornia 524,116 524,116
21/05 Burbank Tucson, Arizona 727,836‬ 1 251,952
22/05 Tucson New Orleans, Louisiana 1 981,64 3 233,592
23/05 New Orleans Miami, Florida 1 085,272 4 318,864
1/06 Miami San Juan, Puerto Rico 1 681,616 6 000,48
2/06 San Juan Caripito, Venezuela 911,184 6 911,664
3/06 Caripito Paramaribo, Surinam 1 129,72 8 041,384
2/06 Paramaribo Fortaleza, Brazil 2 114,984 10 156,368
5/06 Fortaleza Natal, Brazil 435,22 10 591,588
7/06 Natal Saint-Louis, Senegal 3 198,404 13 789,992 Dreist ar Meurvor Atlantel
8/06 Saint-Louis Dakar, Senegal 185,2 13 975,192
10/06 Dakar Gao, Soudan C'hall[5] 1 881,632 15 856,824
11/06 Gao Fort-Lamy, Afrika ar C'heheder C'hall[6] 1 685,32 17 542,144
12/06 Fort-Lamy El Facher, Soudan Saoz-hag-Egiptat[7] 1 129,72 18 671,864
13/06 El Facher C'hartoum, Soudan Saoz-hag-Egiptat 809,324 19 481,188
C'hartoum Massawa, Afrika ar Reter Italian[8] 740,8 20 221,988
14/06 Massawa Assab, Afrika ar Reter Italian 446,332 20 668,32
15/06 Assab Karachi, Raj brezihveuriat[9] 3 013,204 23 681,524 Kentañ nijadenn war-eeun eus ar Mor Ruz da India
17/06 Karachi Calcutta, Indez Breizh-Veur 2 181,656 25 863,18
18/06 Calcutta Akyab, Birmania Breizh-Veur[10] 538,932 26 402,112
19/06 Akyab Rangoon, Myanmar 496,336 26 898,448
20/06 Rangoon, Burma Bangkok, Siam 583,38 27 481,828
Bangkok Singapour, Diazezadurioù ar Strizhoù-mor[11] 1 444,56 28 926,388
21/06 Singapour Bandung, Indez Nederlandat ar Reter[12] 1 001,932 29 928,32
25/06 Bandung Surabaya, Indez Nederlandat ar Reter 574,12 30 502,44 Ampellet an abeg d'ar monson
Surabaya Bandung 574,12 Distro evit kempenn an nijerez
A. Earhart tapet gant ar red-kof
26/06 Bandung Surabaya 574,12
27/06 Surabaya Kupang, Indez Nederlandat ar Reter 1 237,136 31 739,576
28/06 Kupang Darwin, Aostralia 824,14 32 563,716 Radiogoniometr kempennet
Harzoù-lamm dilamet ha kaset da SUA
29/06 Darwin Lae 1 874,224 34 437,94
2/07 Lae Enez Howland 4 733,712 (39 171,652) Ne voe ket tizhet – Diwezh an arnod
3/07 Enez Howland Honolulu (3 518,8) (42 690,452) (Raktreset)
4/07 Honolulu Oakland (4 444,8) (47 135,252) (Raktreset)

D'ar 5 a viz Genver 1939 e voe disklêriet marv Amelia Earhart ha Fred Noonan in absentia, da lavarout eo « pa n'emañ ket an den amañ ».

Den ne oar resis petra zo c'hoarvezet gant Amelia Earhart, Fred Noonan hag al Lockheed Model 10 a-vaez da Enez Howland. A-douez an niver bras a zamkanadennoù a zo bet ez eo hini al loman, nijer hag ijinour en aerlestrerezh stadunanat Elgen Long hag e wreg Maria an hini soliusañ, goude 34 bloavezh enklask : aet beolioù an trelosk da hesk e rankas Amelia morañ ; pa ne oa ket al Lockheed un dournijerez e sankas er mor ha beuzet e voe ar skipailh ; emañ ar peñse war strad ar meurvor, ur 700 m bennak dindan ar gorre[13].

   
Earhart Light war Enez Howland Timbr 1963

Rekordoù ofisiel kemmañ

Rummad Isrummad Rekord Kur Deiziad Statud
Nijerezioù C[15] Tizh war amred kloz 100 km, gant ur c'hargad 500 kg 275,90 km/h 25 Mezheven 1930 Enrollet – Pilet abaoe
Tizh a-hed 100 km 281,47 km/h
Tizh a-hed 3 km 291,55 km/h 5 Gouere 1930
Hed war ul linenn eeun hep pradañ 3 939,25 km 25 Eost 1932

Skrivagnerez kemmañ

Berzh a reas Amelia Earhart gant he fluenn. Pennadoù a skrivas da luskañ an nijerezh er gelaouenn Cosmopolitan adalek 1928 betek 1930 ; pennadoù, bleinskridoù hag arnodskridoù a sinas e meur a gazetenn ivez.
Tri levr he deus skrivet : 20 Hrs. 40 Min (1928) ma kontas he nijadenn dreuzatlantel gentañ ; The Fun of It (1932) zo ur c'hounskrid hag un arnodskrid diwar-benn ar merc'hed en nijerezh ; Last Flight – Amelia Earhart's Flying adventures (1937) a zastum he deizlevr a gase da SUA pa oa o klask ober tro ar bed ; gant he fried G. Putnam eo bet prientet an embann.

Levrlennadur kemmañ

  • (en) EARHART, Amelia (Eost 1928) : 20 Hrs. 40 Min – Our Flight in the Friendship, Martino Fine Books, 2014 (ISBN 978-1-61427-687-6)
  • (en) EARHART, Amelia (1932) : The Fun of It – Random Records of My Own Flying and of Women in Aviation, Chicago Review Press, 2006 (ISBN 978-0-915864-55-3)
  • (en) EARHART, Amelia (1937) : Last Flight – Amelia Earhart's Flying adventures, Trotamundas Press, 2009 (ISBN 978-1-906393-14-4)
  • (en) GARST, Shannon : Amelia Earhart – Heroine of the Skies, Julian Messner, 1947 (ISBN 978-0-671-32315-8)
  • (en) RANDOLPH, Blythe : Amelia Earhart, Franklin Watts, 1987 (ISBN 978-0-531-10331-9)
  • (en) LEDER, Jane Mersky : Amelia Earhart, Greenhaven, 1989 (ISBN 978-0-89908-070-3)
  • (en) RICH, Doris L. : Amelia Earhart – A Biography, Smithsonian Press, 1996 (ISBN 978-1-56098-725-3) + e-book, Smithsonian Books, 2013 (ISBN 978-1-58834-382-6)
  • (en) GOLDSTEIN, Donald M. & DILLON, Katherine V. : Amelia – The Centennial Biography of an Aviation Pioneer, Potomac Books, 1997 (ISBN 978-1-57488-134-9)
  • (en) LONG, Elgen M. & Marie K. : Amelia Earhart – The Mystery Solved, Simon & Schuster, 2009 (ISBN 978-1-4391-6466-2)

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù kemmañ

  1. (en) Breved Amelia Earhart. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. EARHART, Amelia : op. cit.
  3. (en) Amelia Earhart's Flight Across America. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (en) Cecil A. Allen. Kavet : 16 Mezheven 2019.
  5. E Mali hiziv.
  6. E Tchad hiziv.
  7. E Soudan hiziv.
  8. En Eritrea hiziv.
  9. E Pakistan hiziv.
  10. E Myanmar hiziv.
  11. Ur gêr-Stad eo Singapour hiziv.
  12. En Indonezia hiziv.
  13. (en) Crash and Sank Theory. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  14. (en)The Register-Guard, 17/08/1963. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  15. Nijerezioù gant ur c'heflusker.