An Amiga a oa un heuliad urzhiataerezioù ti gwerzhet gant an embregerezh Commodore International etre 1985 ha 1994. Savet e oa bet diwar ar familh mikroprosesor Motorola 68000. Ar savenn implijet a oa an AmigaOS. An Amiga en devoa degaset gwelladennoù da geñver an urzhiataerezioù ti 8-bit, e-touez anezho ar Commodore C64.

An Amiga 500 (1987) a oa bet an doare urzhiataer d'an heuliad a reas berzh bras.