Ammianus Marcellinus

Ammianus Marcellinus, ganet war-dro 330 en Antioc'heia ha marvet war-dro 390, e Roma moarvat, a oa ur soudard hag istorour roman. Gant Procopius eo unan eus pouezusañ istorourien e dibenn an Henamzer a-bouez. Evitañ da vezañ gresian a orin e skrivas e latin. Unan eus diwezhañ oberourien bagan ar mare eo ivez.

Oberenn kemmañ

  • Ar Res gestae, diwar-benn an amzervezh etre 96 (Nerva) ha 378 (Valentinian), e 31 levr. An 13 levrenn gentañ zo bet kollet. An oberenn zo anavezet, gant Codex Vaticanus : Rerum gestarum libri (... ab excessus Neruae)[1]

Troidigezhioù kemmañ

Hervez Bouillet (1863), an droidigezh wellañ zo anavezet dindan an anv Variorum, gant notennoù Wagner, Leipsick, 1808, 3 vol. in-8. Troet eo bet e galleg gant Moulines, Berlin, 1775, 3 v. in-12, ha gant Savalette, Paris, 1848, in-8 bras.

Kavout a reer troidigezhioù e galleg, gant Belles Lettres :

  • Edouard Galletier & Jacques Fontaine : Rann I : Levrioù XIV-XVI, 1968
  • Guy Sabbah : Rann II : Levrioù XVII-XIX, 1970
  • Jacques Fontaine : Rann IV : Levrioù XXIII-XXV, 1977
  • Marie-Anne Marié : Rann V : Levrioù XXVI-XXVIII, 1984

Levrlennadur kemmañ

  • M.-N. Bouillet : Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. L. Hachette et Cie. Paris. 1863
  • Galletier, Fontaine, Sabbah, Marié : Ammien Marcellin. Histoire. Belles Lettres (1968-1984).

Notennoù kemmañ

  1. (1) ... ab excessus Neruae, hervez M. Schanz, Gesch. der röm. Litteratur, t. IV, 1, §808, p. 97