Embannadurioù an Tour-Tan[1] zo un ti-embann brezhonek kristen, krouet en 1980 gant Job Kergrist, anv-pluenn ar beleg Job Lec'hvien.

Staliet eo e Pabu, e-kichenik Gwengamp, hag embann a ra danvez relijiel kristen, barzhonegoù, istor, ...

Embannadurioù kemmañ

En o zouez e kaver :

  • an Testamant Kozh a zo bet moulet e pemp levrenn, troet war-eeun eus an hebraeg ;
  • levrioù kantikoù diwar ar Salmoù azasaet evit ar c'han;
  • buhezioù sent;
  • prosez santelezhadur sant Erwan;
  • barzhoniezh.

An anv kemmañ

An Tour-tan

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. An Tour Tan