Eil lizher da Dimoteoz

c’hwezekvet levr ar Testamant Nevez, ennañ 4 fennad

An eil lizher da Dimoteoz eo anv an diwezhañ eus an daou lizher skrivet gant Paol Tars d'e ziskibl Timoteoz, hervez an droidigezh graet gant Maodez Glanndour hag embannet en Testamant Nevez deuet er gouloù e 1971 e ti Al Liamm .

E rummad al « lizheroù pastorel » emañ an daou lizher da Dimoteoz (1 Tim ha 2 Tim), a-gevret gant al lizher da Ditoz (Tit).

Istor kemmañ

Skrivet e vefe bet an eil lizher da Dimoteoz pa oa Paol prizoniet evit an eil gwech e Roma « war-dro 67, nebeut amzer a-raok e verzherenti »[1].

Titoz ha Timoteoz a oa e-touez diskibled fealañ an abostol.

Rakskrid Maodez Glanndour d'e droidigezh kemmañ

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout an tri lizher pastorel :

« Amañ hon eus un ton distegn ha dibompad, hini un den krog da gozhañ o skrivañ da ziskibled ha kenlabourerion garet. Santout a ra ar maro o tont, hag e plijfe dezhañ o startaat en o feiz hag en o c'harg a bastored. Derc'hel d'ar gelennadurezh bet resevet, diwall diouzh an disivouderion, gouzout eo an Iliz pobl Doue bet glanaet gant gwad ar C'hrist, Doue gwirion, ha den gwirion, en deus roet e vuhez evel sakrifis a aspren ; ha santelaet dre nerzh ar Spered Santel, a labour en eneoù er fideled, hon eus da veuliñ an Tad a drugarez peurbadel a c'halv a holl dud d'ar silvidigezh... ».[1]


Arouezius eo an tri lizher eus stad aozadur an IIiz e dibenn mare an ebestel :

« El lizheroù-mañ, evel en Oberoù an Ebestel, ar gerioù Episkopoz (eskob) ha Presbiter (henaour, beleg) n'o deus ket c'hoazh talvoudegezhioù disheñvel, evel m'o devo un tammig diwezhatoc'h [...] E penn pep Iliz ez eus ur strollad renerion eskibion-presbiterion. A-us dezho avat e chom an abostol en deus diazezet en Iliz : hag hemañ a ren warno drezañ e-unan pe dre e gannaded. Sed ar pezh a welomp amañ evel en Oberoù : Timoteoz ha Titoz a zo karget gant Paol da eveshaat ha da c'houarn ar c'humuniezhioù en ano Paol, da envel ar bresbiterion, da virout an urzh vat... »[1]

.

Cheñch a reas an traoù goude marv an Ebestel hag o c'hannaded.

Embannadurioù all kemmañ

Meur a embannadur all zo a-raok hini Glanndour e 1971 :

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (br) Maodez Glanndour, Digoradur da lizheroù Sant Paol, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 356